Stourm Kebeg oc'h erruout e Breizh

Chronique publié le 9/02/22 19:32 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/54/54411/54411_1.jpg
Prientet mat eo dibunadeg digwener !

Stourmerien Vreizh, ar re aozet ar gwellañ e bro C'hall, prest da aloubiñ hentoù e pep lec'h evit mont da Bariz, ha war lerc'h da Vrussel

Hir e oa bet an amzer a-raok gouzout ar pezh a c'hoarveze e Kebeg gant kirri-samm war an hent, Indianed o seniñ e tamboulinoù hengounel... Ar re gentañ o doa komzet diwar o penn, kalz diwezhatoc'h eget ar rouedadoù sokial a oa bet Mediapart. Ha setu neuze, goude ar stourm bet kaset gant Amerikaned Kanada hini an Europeiz. Aozet war ar rouedad «Telegram», prientet oa bet un hir a hent gant emgavioù e Brest, Kemper, An Oriant, hag un nozvezh e Roazhon, a-raok mont da Bariz.

An abeg ? Hervezo «n'eus ket bet den ebet marv gant an Omikron, hag e vez gwallgaset ar vugale gant maskloù, laeret e vez o yaouankiz d'ar grennarded gant an diouer a frankiz a zo evito bemdez». Perak e vefe ur redi kaout ur pas yec'hedel evit mont d'ar sinema, pe da selaou un abadenn sonerezh, pa vez digor ar gourmarc'hadoù, pa vez micherioù evel ar gelennerien, skolaerien, soudarded, poliserien, n'int ket rediet da gaout ur pas ?

Grevusoc'h-grevusañ, ha sotoc'h-sotañ eo an afer : piv a gomz diwar benn an dud klañv abaoe int bet brec'hed ? Piv a vuzul ar c'hudennoù e pep familh pa vez ret ober meur a dest, ha skuizhder tout an dud a labour gant ar re yaouank hag ar vugale ?

Ur respont eo, diskouez eo niverusoc'h an dud eget ma soñjer, hag o deus dibabet un hent all. Un hent gant tud a glask titouroù, a eskemm mennozhioù, a glask muioc'h a frankiz en ur vro a zisoñj muioc'h-muiañ petra eo un demokratelezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?