Deuet e oa Herve Ar Gall da Gemperle, e stal levrioù Penn da benn evit kontañ kaoz diwar e levr diwezhañ. Met ouzhpenn da se e oa bet bevet ur pennad fromus gant an holl berzhidi kar skolaer kentañ skol Diwan Kemperle e oa bet Herve. Eñvorennoù e leiz, «brezel ar skolioù» etre Diwan ha skolioù publik kêr Kemperle, ha war lerc'h afer ar c'hantin, skoazell an holl skolioù Diwan e 1994 evit smont da sikour ar skol en arvar, ... ha ganedigezh ur festival, Taol Kurun, bev c'hoazh 27 vloaz goude.
Ur filmig sevenet gant Marido Le Guillou a ziskoueze digoradur ofisiel ar skol e 1989 gant Savin, Ar Peñseg, ha dilennidi ar vro pa oa tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg.
Met goude 17 bloavezh e Kemperle, aet e oa Herve da Garaez evit mont betek e leve.
Desket gantañ ar brezhoneg da 14 vloaz a-drugarez da Skol Ober (d'ar mare se e veve e kichen Sant Brieg), tapet ar vachelouriezh he diplomoù skol veur dre lizher, setu ur vuhez nevez goude hini skolaer : istorour ar vro, gant tri levr embannet (ha n'eo ket echu), danevelloù ivez, a gont istor ar Vretoned mare ar Bonedoù ruz (gant komzoù gwir, ha fedoù gwir), Loeiz XV, ar brezel vras, an eil brezelbed.
Ur stourmer eo Herve ivez : UDB, Aita, ha kement zo tout evit difenn ar brezhoneg gant gwaskerezh spontus a zo eus perzh ar stad : manifestadegoù, aloubadeg Radio Bleu Breizh Izel, ...
Hag ur skrivagner gant ur bluenn fin, tapet ar priz Langleiz gantañ e 2003, priz kêr Karaez e 2011, c'hoant gantañ da zreuzkas ar spered stourm, hag ar fed e oa (hag emañ) tud kalet, gouest da cheñch an traoù : mare ar Bonedoù ruz e Groñvel. Piv oar e oa ken kreñv gallout ar ar beisanted a oa deuet a-benn da skarazhañ an noblañsed eus o c'hastell ?
Lennit «Mont gant an hentoù» ha dizoloet e vo ganeoc'h tammoù istor Vreizh hag ivez tammoù istor Herve o vont da besketañ 20 kilo loened a bep seurt e bae Sant Brieg, lapined gant ur fured, gouest da lazhañ gant e dad razhed a chome dirak an ti evit spontañ tud an iliz o tont d'an oferenn... Ha pennadoù erotek ivez, A bep seur livioù a zo gant an dastumad danevelloù-mañ, evel golo al levr !
■