Ba stal Marijo, e Kemperle, e vez aozet ur bern traoù interessant : anavezout gwelloc'h Grall a zo pal ar miz-mañ, gant barzhed, tud o doa anavezet anezhañ hag ivez tud o lenn ur varzhoniezh chomet bev
Nag a draoù e mizioù Du evit enoriñ Zavier Grall e bro an Aven ! Prezegenn hag eskemmoù gant Pierre Tanguy, emgav gant Dan ar Bras div wech, abadenn ba Pont Aven, devezh eskemmoù e Ostaleri Gloanec... Nag a draoù a zo bet skrivet gant ar barzh-kazetenner, piv a c'hell lavarout en doa lennet e oberenn penn da benn ? N'en doa ket skrivet e brezhoneg an dra sur. Met troet e brezhoneg e oa bet gant Naig Rozmor, ha setu ar varzhez Mai Ewen o lenn anezhañ.
■