«Ar pal, lakaet gant Unvaniezh Europa, a zo kaout 100 % deus ar stêrioù yac’h a-benn 2027, ’vo ket tizhet ar pal...» Pauline Kerscaven , e-karg eus ar c'hehentiñ evit Dour ha Stêrioù Breizh, aterset gant Lionel Buannic 'barzh an abadenn «Pennad Kaoz» savet gant Brezhoweb.
Pennad kaoz a zo ur rummad atersadennoù hir e brezhoneg, war temoù a bep seurt (ekonomiezh, skiantoù, istoer, politikerez, arzourien, broioù estren, etc).
Atersadennoù hir, evit kemer an amzer da vont don e-barzh ur sujet, kemer an amzer da chom gant an den aterset evit lakaat war-wel e istoer pe ar pezh en deus da lâr war an tem choazet en a-raok.
Istitlet eo an abadenn-mañ e brezhoneg, hag e vo ouzhpennet a-benn nebeud istitloù e galleg hag e saozneg da heul.
Posupl eo gwelet ar Pennadoù Kaoz arall amañ : Pennad Kaoz
■