Reiñ skeudennoù, frommoù d'an arvesterien, lakaat an dud da brederiañ, gant Shakespeare, Molière, pe tud all : Nicole tregont vloaz zo, atav ken youlek evit diskouez pegen pouezus eo ar c'hoariva an deiz a hiziv !
Ar Vro Bagan a zo bet kroueet gant ur c'houblad, Nicole ha Goulc'han, prest da vont asambles pep lec'h e Breizh evit treuzkas ar c'hoariva d'ar vugale, d'ar grennarded. Evit diorren ar faltazi, dre istorioù evel hini ar roue Marc'h, evit krouiñ an dudenn a zo enno.
Pegen plijus eo selaou mouezh Nicole o respont da Didier Ollivre deuet da ober fotoioù evit al levr «Portraits de Bretagne».
■