Goulc'han Kervella, skrivagner, c'hoarier, leurennier, daneveller

Chronique publié le 11/10/21 10:59 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Kervella (168 vues)

Un enrolladenn a-gozh, en galleg, met a ziskouez mat piv eo an den. Un den graet gantañ studioù medisinerezh, evit dibab, da vat, micherioù al leurenn evit adperc'hennañ e yezh hag e sevenadur

Un hanter c'hantved gouestlet d'ar c'hoariva. Ar basion vras, an Amoko, skrivagnerien evel Tangi Malmanche, Naig Rozmor, Helias, Drezen, Perrot... Ne baouez ket ar marc'h labour da furchal e eñvorennoù kuzhet Breizh ar pezh a zo da gompren, da zisplegañ. Lakaat a ra war al leurenn ar pezh a lak Breizh da vout ur vro gwallgaset gant ar C'hallaoued abaoe kement a amzer, evel e broioù Madagaskar, Afrika, ALjeria, ...

Plas d'ar ganerien abaoe un nebeut bloavezhioù : an enor rentet da Glenmor, da Youenn Gwernig, da Jack Kerouac. Prest atav da sikour, da vont war an hentoù da gelenn c'hoariva d'ar moused, d'ar re yaouank o tont da Blougerne evit deskiñ ar vicher.

Stummet o doa Nicole ha Goulc'han miliadoù a vugale, a grennarded, a dud deuet e arz ar c'hoariva. Deuet int a-benn da grouiñ ur gwir rouedad e Breizh gant tud zo aet d'ober c'hoariva lec'h all, pe da labourat gant Dizale, evit an tele, an advouezhiañ, ar c'han zoken.

Mersi dezho (diaes eo distagañ Goulc'han deus Nicole) evit tout al labour kaset da benn, hag a labour a vez graet hiziv an deiz, daoust int an daou war o leve bremañ !


Vos commentaires :
Marie-Noelle Rinquin
Dimanche 22 décembre 2024
Gourc'hemennou Fanny evit ho pennad skrid hag an enrolladen diwar benn Goulc'han Kervella. Dizoloet 'm eus Goulc'han Kervella warlene nemet ken. Lennet 'm eus e danevellou « Boned glaz ar Pagan». Ur skrivagner hag un den d'ar c'hoariva fur, burzhudus, dreist. Un teñzor evit Breizh.

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?