Kafedi Istor :

Agenda publié le 11/10/21 0:07 dans Agrobusiness par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/53/53613/53613_1.png
Parrez kentidik Plouev Taole

Kafedi Istor : «Galloudoù ha kevredigezh lec’hel er Grennamzer goshañ e Breizh (6vet-10vet kantved)»

(lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sul 17 a viz Here 2021, 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Kinniget e voe endeo ar C’hafedi Istor-se tost da zaou vloaz ‘zo, gant ar soñj da studiañ hon istor “eus traoñ“, gwelet eus an traoñ, buhez ar Vrezhoned e Breizh war ur skeul an tostañ ma c’haller eus en hiniennoù, al lec’helañ ar muiañ eta (galloudoù lec’hel, buhez pemdeziek…), goude bezañ e studiet “eus ar c’hrec’h“ (rouaned ha duged Breizh, brezelioù, emdroadurioù bras, armerezhel, sevenadurel, relijiel.…).

Kregiñ a raimp neuze gant diazidigezh ar Vrezhoned e gwalarn Galia er 5vet/6vet kantved : petore frammoù lec’hel a lakjont en o flamm ? Penaos en em aozjont ? Petra a voe o buhez pemdeziek ? Petra a c’hallomp deskiñ gant an anvioù-lec’h ? Piv a bec’henne an douar ? Petra oa dezvad hiniennel an dud… ? Piv oa sternerion ar c’hevredigezhioù lec’hel ?

En emgavioù da c’houde e klaskimp kenderc’hel war ar skeul lec’hel-se, a-hed ar prantadoù nevesoc’h, betek hon anzer a hiziv.

Ouzhpenn ar C’hafedioù Istor e klaskimp ivez, a-hed ar bloaz, studiañ dodennoù all (speredelezh, bredoniezh strollel, skiantoù politikel…). Laouen e vefemp ma c’hallfe muioc’h a dud nevez da ginnig o dodennoù dezho.

Diwallit ! Trugarez da blegañ ouzh ar reolennoù a zo rediet deomp gant ar Stad c’hall a-fet “pass sanitaire“, maskloù ha kement ‘zo. Endalc’het eo ar Finnegans, a zo herarat a-walc’h d’hon degemer, da lakaat ar reolennoù-se da vezañ doujet outo gant neb a zeu e-barzh.

A-hend-all, ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ un dra banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.

Merkit mat e vo dalc’het hiviziken ar C’hafedioù, er Finnegans, d’ar Sul adalek 5e, dre m’eo kloz bremañ d’ar Sadorn e kreiz an endervezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?