Pevar levrig nevez evit ar moused

Chronique publié le 3/10/21 10:23 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53549/53549_1.png
Priz ar vugale
https://abp.bzh/thumbs/53/53549/53549_2.jpg
Priz ar vugale
https://abp.bzh/thumbs/53/53549/53549_3.jpg
Prizioù ar vugale 2021
https://abp.bzh/thumbs/53/53549/53549_4.jpg
Prizioù ar vugale 2021
Priz ar vugale : priz kentañ 2021, gant Yann Fañch Jacq, war an hent (107 vues)

Istorioù fentus, a-vremañ, pe deus an amzer dremenet : peadra da lakaat ar vugale da lenn e brezhoneg gant plijadur

Gant Denise Le Franc e oa bet skrivet asambles gant skipailh Kemperle «Pikez blev ruz» hag «Avañturioù Zett». Setu neuze an trede opus bugaleaj ar «Pipi Langstrumpf» Breizh, a ra ur bern sotonioù hag a vev en ur familh a zouj ouzh al loened, ma vefent ar pemoc'h Totoc'h pe ar c'hi bihan Jiblot...

Gant Mai Ewen e vez beajet e bro Skaer etre ster Izol ha forest Koadloc'h. Un istor etre div c'hoar, simpl ha brav.

Gant Fulupig an Du e vo graet anaouedegezh gant ur vamm gozh a vag soñjoù du. Met petra vo ijinet gant ar vugale vihan evit lakaat anezhi da vout kontant ?

Ha gant Maiwen Morvan oa bet kontet un istor vrav, gant un aerouant bihan a zo klañv, met a zo bet roet d'ur paotr galloudus, lorc'h ennañ ha ne oar ket ober gant ul loen ken drol...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?