Galv an UDB ; an holl ba Karaez dimerc'her !

Communiqué de presse publié le 21/09/21 3:13 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0

Testenn UDB Kreiz Breizh evit gervel da vanifestiñ dimerc'her, kar en arvar bras emañ ar brezhoneg hag ar skolioù dre soubidigezh

"UDB Kreiz Breizh a c’halv an dud da gemer perzh er vodadeg skoazell d’ar gelennadurezh e brezhoneg ha d’ar gelennerien(ezed) divyezhek a vo e Karaez, da 4eur g. m., d’ar Merc’her 22 a viz Gwengolo e Kerampuilh dirak burevioù Rannvro Breizh.

Ar goulennoù savet gant saverien ar vodadeg eo ar Stad C’hall a ra war o zro : digeriñ ha serriñ ar postoù kelenn, niver a eurvezhioù kelenn, stummañ ar gelennerien… padal e c’hortozomp digant Christian Troadec, isprezidant nevez a zo war e garg d’ober war-dro yezhoù Breizh ha Bretoned ar bed, ha digant ar c’huzul Rannvro ma lakfent gwask war ar Stad-C’hall evit ma vo sinet ur gevrat Stad-Rannvro a-feson evit pezh a sell eus yezhoù Breizh. Fell’a ra deomp gout, ivez, pegement a vo postet resis gant ar c’huzul Rannvro e budjed ar brezhoneg hag e c’houlennomp ma vo implijet da vat ar brezhoneg e mont en-dro pemdeziek hag e kehentiñ ar c’huzul Rannvro.

N’hellomp ket lezel ken gant ar Stad-C’hall ar galloud da zivizout eus dazont ar gelennadurezh divyezhek ha dre soubidigezh. Pe vije ar c’huzul Stad, ar rektordi, ar gouarnamantoù, n’hellomp ket kaout fiziañs ken enne nag e aozadurioù ar Republik C’hall.

Unvaniezh Demokratel Breizh a c’houll ma vo graet war-dro ar gelennadurezh dre soubidigezh hag ar gelennadurezh divyezhek gant Rannvro Breizh ; ar Vretoned a c’hello e-giz-se choaz o dilennidi diouzh al labour vo bet kaset da benn gante."

UDB Kreiz Breizh "

poltred :Maud Dupuy


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.