NY, 9/11 : an eñvor hag ar vuhez

Chronique publié le 11/09/21 16:00 dans Culture par J-L Le Floc\'h pour ABP
t:31

Bez’ e oa bet ugent vloaz zo, rik !

An-devezh-mañ

E-pelec’h e oan-me ? O labourat e oan, e-korf ur skipailh, pep hini oc'h ober ouzh e skramm dezhañ. A-bred e oa resevet ganeomp holl ur gemenadenn vihan. Iskis un tamm, ha distrujet hep teurel re a evezh (kement a gemennadoù zo!). Diwezhatoc’hik unan all, ledanoc’h, resisoc'h, kaset ivez gant renerezh braz an ti-bank-se (anavezet mat e Breizh). Un adstal a oa eno, e NY, e-barzh tourioù ar WTC ( World Trade Center). Ya, gwir !

Buan a-walc’h ne voe ket posubl kaout muioc’h a ditouroù dre ar rouedad, ken stoufet ma oa an holl lec’hiennoù. Echu an devezhiad labour, en ur vont er straed, e talc’hen ma selloù ouzh nec'h an Tour Montparnasse, an hini brasañ (220 m a uhelded) e bro-Frañs a-bezh. Hag e lâren d’ur genlabourer (hemañ ur Breizhad ivez) : « Setu, fin an tourioù divent eo. Tourioù seurt-se, ne vo ket savet anezhe, biken ken ! ». Faziet on a-galz war ar poent-se, hañ !

Ha bremañ ?

Kalz-kalz a gelachoù, a filmoù a gaver er prantad-mañ diwar-benn ar gwalldaolioù-se. Betek re ? Mes petra eo deuet da vezañ « Ground Zero », tachennad an daou dour ? Bloavezhioù goude, ez eo bet hi adkempennet.

Daou boull-eñvor a chom, karrez o stumm, dour-froud enne, birvidik ha sioulik (d’an nebeutañ, n’am eus ket soñj eus trouz ebet ken). Tro-dro da bep karrez, engravet en dir, anoioù tud. Sell’ ta ! Anoioù-bihan brezhonek : Yvonne ! Unan all c’hoaz anavezet mat ha karet gant ar Vretoned: Ann ! Pegen fromus eo !

Pelloc'hig, ur framm dir hag a-vremañ, evel div askell nerzhus, gwisket a livaj gwenn – liv ar peoc’h hag an Neñv - . Damheñvel eo ar monumant-se ouzh restachoù kamm-digamm, drailhajoù eus an div dour distrujet. Treset brav eo. Ha mistr.

En ur erruout di, setu me treset ur sin a groaz ouzhin ! Dic'hortozet a-grenn! Hep prederiañ ! Ken fromus eo al lec'h hag an aergelc'h. Kement a boan zo bet amañ... E korner al liorzh e oa ur gward, en e sav. Hennezh en doa ma welet. Pa welen anezhañ, pe an drolinenn anezhañ. War-eeun, hag a-bell. Ur predig e voe ha ne c’heller ket e ankounac’haat. Bez’ e oe sponterien, muntrerien hag o deus graet-se, dec’h. Bez’ ez eus ivez tud a beoc’h, hirio. Beajourion eveldon deuet eus a-bell, en tu all d’ar mor. A-wechoù e vez rannet un dra bennak don, gwiriek, etre tud ha n'anavezont ket an eil egile. Nag a souezh!

Un tour nevez, unan hepken, zo bet savet, tostik-tost diouzh roudoù, gwriziennoù an daou all. Uhelloc’h egete. Bravoc’h c’hoaz egete. Forzh pelec’h e seller outi, ez eo brav. A-bell, a-dost, e-touez savadurioù all ar gêr vraz, war vord ar mor-braz. Evidon-me ha pa soñjan, emañ-hi an hini vravañ e New-York. Hep mar ebet.

Ar vuhez.

New-York. Kenderc’hel a ra ar vuhez e kêr. Trouzus, troidellus, nerzhus, rust ha mousc’hoarzus. « Struggle for life » a vez lâret ingal eus ar vuhez e Stadoù-Unanet, « struggle for bilhedoù gwer » a lavarfen (rak tud paour zo eno, ivez). Leun a vuhez, hag a startijenn eo ar gêr, hag a zo lesañvet Big Apple, n'ouzon ket perak. E straedoù, war plasoù, e stalioù, e tren-buzhug, e karterioù, e liorzhoù braz, e mirdioù, en ilizoù, e-bourzh dreuz-bigi, en aerbozhioù…N’eus nemet ar burevioù ha ne c’hell ket Yann valeer mont-tre enne. Burevioù hag a zo bet enne muioc’h evit 2.800 den, aet da Anaon. An devezh-mañ. C'hwezh c'hwerv an istor zo dremenet aze.

Gerioù .

. adstal un embregerezh bihanoc’h, liammet ouzh an embregerezh a-orin (filiale, e galleg)

. 9/11 evit an Amerikaned, e vez skrivet 9/11. Evit an Europeiz, e vez skrivet 11/9 (11vet a viz gwengolo).

.

MAJ/Ouzhpennadoù da heul:

Youenn Gwernig e New-York.

Chomet eo ar barzh brezhoneger (kaner ha skrivagner) o vevañ e New-York un daouzek bloaz bennak.

Aze da heul, un destenn embannet el levrig divyezhek« An toull en nor». D'am menno, e deus bet c'hoant ar barzh sevel barzhonegoù skoaz-ouzh-skoaz, a-wechoù hep na vezont troidigezhioù rik koulskoude .

War ribl ar ster Harlem

Etre div roc’hell (he gwelet am eus

O taskren e-kreiz an deiz hag e reuz)

Ez eus, me oar, ur vleunienn manet pur,

Ar simant en deus, burzhui diasur,

Laosket disto un takadig douar

‘Lec’h ‘tiwanas he buhezig dibar

New-York, eost 1963

Sur les bords de Harlem river

Entre deux roches

S’épanouit, je le sais, une fleur dans sa pureté

_ Je l’ai vue, tremblante, dans le vacarme du jour _

Le ciment a bien dû laisser sous le ciel

Un petit coin de terre, miracle douteux

Où sa petite vie, unique, a pu éclore.

New-York, août 1963

Pajenn 32-33 (diwar mank an natur er gêr-vraz, hag ivez diwar ur plac'hig? piv oar?)

.

notenn: N'eus añv-embanner ebet. Moullet e 1972. Levrig kavet evit prennañ ba' levrdi Lenn-ha-dilenn (Gwened)

Goulc’han Kervella. Enez an Amerikaned
.

Skrivet e brezhoneg a-vremañ, hag e stumm ur romant istorel berr: Ur sell ouzh brezel pevarzek (1918, WWI) e bro an Aberioù ha Brest.

Edo o vont da borzh Brest da gerc’had soudarded, nevez, deut dre vor eus ar Stadoù-Unanet.

…/... En ur vont war-bouez traoñ e klaske an Amerikan drailhañ ur ger galleg bennak d’ar merc’hed, ken e c’hoarzhe ar re-mañ gantañ. A-dachadoù e tifoupe ur c’herienn vrezhoneg ivez. Divroet e oa bet tad John diouzh kreiz-Breizh, war-dro ar bloavezhioù 1880, evit mont da glask labour da New-York. Ha dimezet eno gant un Amerikanez.

Pajennad 23

Goulc’han Kervella ; Enez an Amerikaned, Skol Vreizh, 2021, 130 pajenn. ISBN : 978-2-36758-124-8

Danvez all
.

chomlec'h https://leohousenyc.com/ The Leo house (N-Y), ur chomlec’h lec’hiet mat, da gaout bod ha merenn-vihan, un toullad devezhioù-pad.

br.wikipedia https://br.wikipedia.org/wiki/New_York New-York (pajennad e brezhoneg)

.

Pennad skrivet d’an 11vet a viz Gwengolo 2021, cheñchamanchoùigoù d'ar 15vet a viz gwengolo

Fotoioù bet tapet e miz gouere 2016

.


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.