An Erer Kozh ‘mod nevez - 4 munud e Breizh

Annonce publié le 30/08/21 11:58 dans Festivals par Florent Grouin pour BREZHOWEB
t:1
https://abp.bzh/thumbs/53/53326/53326_1.jpg
An Erer Kozh ‘mod nevez, kinniget gant Dewi Siberil.
An Erer Kozh ‘mod nevez - 4 munud e Breizh - Brezhoweb (495 vues)

Adlañset eo ar festivalioù, met abalamour d’an enkadenn o deus ranket kempennet kalz a draoù, evel m’o deus graet an Erer Kozh.

Ur bannac’h sklerijenn e Karaez war ur bloavezh dibar, kinniget gant Dewi Siberil evit an abadenn 4 munud e Breizh.

Breizh eo bro ar festivalioù ‘pad an hañv, met warlene ‘oant bet nullet tout ‘blam d’ar c’hovid. Ar bloaz-mañ eo adlañset an traoù, met war un ton all, ‘vel ‘ban Erer Kozh ‘lec’h zo bet kinniget dek nozvezh gouel e-lec’h peder. Met daoust hag-eñ eo deuet an aozerien a-benn deus o fariadenn ?

Ha petra ‘soñj an arzourien hag ar festivalourien deus an doareoù nevez da riboulat ? Evit goût hiroc’h, deuit war-lerc’h Dewi war pradenn Kerampuilh !

Un abadenn e brezhoneg, istitlet e brezhoneg hag e galleg, da welet amañ : An Erer Kozh ‘mod nevez.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.