Pedet gant ar festival war al leurenn Vreizh, Kris a zo ur paotr a gendalc'h gant e hent : kan ha diskan, beat box, ha sevel barzhonegoù, kanaouennoù evitañ met ivez evit Erik Marchand, ur paotr a oar petra dalv ar ger krouiñ en ur yezh vinorelaet
Staliet e Kreiz Breizh, kenfinet evel ar re all, n'en deus ket kollet e amzer ar paotr : sevel e vabig gant Gwenola, kenaozañ gant Erik Marchand ha Kreiz Breizh Akademi ur stummadur evit ar strollad stajidi nevez a vo en distro-skol, krouiñ sonennoù ha tonioù nevez evit un abadenn dic'hortoz b'an Oriant, dirak arvesterien yaouank souezhet da selaou anezhañ ec'h-unan war al leurenn gant e bitrakoù gant istorioù brav, krouet holl gantañ. Plijadur zo bet da hanternoz, ha gourc'hemennoù d'ar paotr e roched Breudeur Morvan da gas ha da vountañ ar re yaouank d'ober eveltañ : krouiñ hentoù nevez e Breizh, gant plijadur ha fent !
■