Al leurenn Vreizh : yaouank, fentus, fromus, brav !

Chronique publié le 12/08/21 0:52 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53235/53235_1.jpg
FIL : leurenn Vreizh 10082021 (1210 vues)

Bemdez e vez gwelet c'hwec'h abadenn war al leurenn Vreizh : teir goude merenn ha a teir goude 8e noz.

Dibab Thierry Moisson, MC Kae Breizh eo, setu perak e vez kalzig a sonerien akordeoñs, nebeut a draoù (kazi netra) evit ar vugale, daoust d'ar strolladoù a zo. Rock ivez gant Dom Duff, kembraeg gant Fram May, sonerezh hengounel kanet gant Ivarh, gant kanerezed ha kanerien dispar, o tont eus Kreiz Breizh Akademi evit lod (Elsa, Loeiza, Youenn, Jañlug, ...).

Danserien a zo e leizh bemnoz, dipitet un tamm pa vez tekno Noon oc'h erlec'hiañ pachpi ha kost ar c'hoad. Barzhoniezh Kris Menn a zo brav ivez. Sonerien biniou bombard a zo, met gant sonerien all evel gant Janvier /Serot hag ar groove, kouevr a vez kavet ivez gant Wibidoup tro dro d'ar soner boest an diaoul Regis Huiban hag ar c'haner/soner treujenn gaol ha sakso Gweltaz ar Vuhé.

Trugarekaet e vez bemnoz an arvesterien gant ar sonerien : «Trugarez da vout deuet, vat a ra gwelout kement a dud o tañsal, n'omp ket marv, c'hwi kennebeut, mersi, mersi bras deoc'h !!!»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?