Setu gouel ar Gelted o tont : penaos e vo ?

Chronique publié le 6/08/21 5:51 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0
teaser fil 2021 (10701 vues)

Siwazh ne vo ket deus an off, ne vo ket deus kae broioù keltiek, hag ur pass yec'hedel a vo ret kaout ? Penaos e vo an aergelc'h pa vo tost tre an dud e Egor Marine hag a-dreñv Palez ar C'hendivizoù ?

Diaes eo gouzout hiziv penaos e vo bevet ar festival 'benn digwener, hag e-pad dek devezh. An di bunadeg veur a vo graet er Moustoar, gant tud azezet 'giz faot, bez vo ur marc'had bihan, ar for gant an dermajied (ha war a seblant ne vefe ket ret kaout ur pas evit se... da wirikaat neuze).

Fonus eo programadur al leurenn arzourien Vreizh. Evit an abadennoù meur avat, ne vo ket kemeret kalz riskloù gant skipailh an aozerien : Servat, Stivell, Nuñez, Denez Prigent... Met tud yaouank a vo gwelet goude merenn ha da noz war leurenn Vreizh.

Michañs e vo pennadoù brav, ha ne vo ket re a dud e pep lec'h war un dachenn deuet bihan-kenañ daoust d'an urzh bout war evezh. Maskl ? Vaksinet ? Fest noz ramzel ?

Start eo gouzout, klasket e vo kontañ deoc'h ar pezh a vo ...


Vos commentaires :
Samedi 27 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.