Pa vez fulor skolioù Diwan kanet gant Lleuwen e peder yezh

Chronique publié le 12/07/21 12:19 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53016/53016_1.jpg
LLeuwen e Kembre
Sonenn Stourm Lleuwen (451 vues)

Anavezet eo kanerez Kembre, plac'h entanet o stourm war bep dachenn, sot gant barzhoniezh e bro kinidig, met ivez gant hini barzhed Breizh. Aze eo anat he deus graet Lleuwen un dro strobinellus : cheñchet pri ar fulor e aour ur ganaouenn...

Plas ar merc'hed e stourm evit ar brezhoneg a zo brasoc'h-brasañ : pladennoù a vil vern, e bed ar festoù noz, an abadennoù da selaou. Digoret an hent gant Annie Ebrel, Marthe Vassalo, Nolwenn ar Vuhé. Met hiziv an deiz, war al leurennoù, ma vefe merc'hed Barba Loutig gant ur bladenn nevez flamm (Enora de Parscau, Loeiza an Duigou, Anjela ha Mari Lorho Pasco, Elsa Corre, ...), pe Lleuwen o seniñ e Kembre, e Breizh, e Amerika ar Zu, ma vefe Katell Kloareg, Nolwenn Korbell, Morwenn le Normand, merc'hed Kreiz Breizh Akademi, Marine ha Sterenn, ar strollad Eben...

Gant Lleuwen avat, e ya pelloc'h marteze ar stourm evit ar yezh, ur pont etre kembraeg ha brezhoneg gwasket gant ar saozneg hag ar galleg, atav e oa bet o stourm hardizh evit he yezh ha ken uhel eo statud ar yezh e Kembre n'eo ket evit kompren spered gall an dilennidi, ha dibaboù Blanquer hag ar prezidant...


Vos commentaires :
Pascal Lafargue
Jeudi 21 novembre 2024
Trugarez dit Lleuwen ha trugarez da Mr Phormula ivez evit difenn ar Brezhoneg !

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 2 ?