Priz ar Yaouankiz 2021 : Sarah Chedifer ha Paol ar Meur trec'h

Chronique publié le 2/07/21 23:07 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/52/52945/52945_1.jpg
Priz ar Yaouankiz ba Plijidi : un dudi !
PAY Plijidi 2021 (86 vues)

Brav an abadenn aozet gant kelennerien Plijidi hag al levraouegerez, ur skipailh efedus a lak abaoe 17 vloavezh Priz ar Yaouankiz da vout dibabet gant al lennerien yaouank.

E kreiz bro Dreger, gant daou c'hant skolajiad, ne chom en ti bras hiziv 'met ar re 6vet, niverus e sal vras an hunva. Aketus int chomet da selaou pep skrivagner, o lenn ar pezh o doa skrivet, o selaou rap ar re drede savet war ar skrivagnerien, oc'h eskemm hag o selaou ar skrivagnerien o kontañ kaoz. Plijet int bet gant al levrioù, gant golo pep levr, gant ar skeudennoù diabarzh. Tost tre e oa votadegoù ar re 4re/lise, ken plijet e oant gant pep skrid. Hini Gege Gwenn « E kambr ar stered» a gont istor gwir Resistanted Kreiz Breizh, ha tud yaouank disachet o youl gant ar vezenn Perrot ivez, tud familh Gege. Hag ar skolajidi da dresañ kamp ar Resistanted kichen Boneur, ha da brofañ anezhi da Gege.

Gant Merc'hed ar roue Baco oa bet lakaet ar gomz diwar amzerioù ar merc'hed. Hag ar baotred da eskemm er c'hlas diwar ur sujed ne vez ket komzet kalz diwar e benn. Ha gant Diskornet, un istor faltazi ijinet gant Paol ar Meur e oa bet lakaet ar gomz war al liamm etre an dazont (tud o lakaat o c'horf da vout skornet) hag ar Gelted kozh, gant ur wallenn burzhudus...

Bed ar sorserien oa bet taolennet gant Loeiza an Duigou gant un doare fent a zo dreist. D'ar goulenn «pegeit amzer ho peus kemeret evit skrivañ», souezhet oa bet ar skolajidi da glevet Henri Dorsel da respont : 12 vloaz, pa oa just ur mizvezh evit Gege ha Paol...

Levrioù evit ar yaouankiz, emit-hu ? Levrioù evit an holl. Ha 'giz vez lavaret gant Michel Tournier : «ul levr a blij d'ur bugel daouzeg vloaz a blij d'an holl, kar al lenner diasañ eo...»

An disoc'hoù (425 den yaouank o votiñ e Gwiseni, Kemper, Ar Releg, Plijidi, Sant Ervlan, Gwened)

Priz ar Yaouankiz 6vet/5vet

- Goude marv DJ Mao (51% eus ar mouezhioù)

- Merc'hed ar roue Baco, RJ Kernoa

Priz ar Yaouankiz 4re/lise

- Diskornet, Paol ar Meur (36%)

- Afer Faber, Jakez Erwan Mouton (34%)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?