il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /5276.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Kouezhet eo barnadenn ar CSA evit pezh a sell ouzh ar frekañsoù nevez war ar vandenn FM. Peadra zo da vezañ heuget. En Treger-Goueloù ne vo tamm frekañs nevez ebet evit ur radio brezhonek. Solut e oa teuliad Kaouenn FM koulskoude pa vefe war tachenn ar skoazelloù (dilennidi, kevredigezhioù pe izili hag a c'hallomp trugarekaat holl a greiz-kalon) pe war hini ar budjed, an teknik pe roll ar programoù.

N'eus ket keit-se zo e veze kastizet ha mezhekaet ar vugale er skol pa zeue tammoù gerioù brezhonek e-maez o genoù : embannet e oa sklaer e oa difennet komz brezhoneg. Tostoc'h a-se e seblant bezañ ar c'houlz-se ma 'c'h eo tro ar CSA bremañ hag e skourr rannvroel ar CTR e Roazhon (hemañ diwezhañ bet o studiañ an teuliadoù a-benn kuzuliañ ar CSA e Pariz) da lavaret krak ha berr ec'h eo difennet da dud Treger-Goueloù komz brezhoneg war ar gwagennoù ha ken difennet all klevet o yezh, er vro m'emañ ar muiañ a dud gouest da gompren brezhoneg. Mann ebet e brezhoneg neuze panevet d'an aluzen a ro servij publik France Bleu Breiz Izel dimp gant ar bruzunajoù a abadennoù brezhonek a ya war zisteraat a vloaz da vloaz.

War takad Lannuon ma oa bet Kaouenn FM o kinnig un teuliad e oa dister an niver a frekañsoù kinniget gant ar CSA d'ar re o doa c'hoant da vont war ar renk. N'eus ket plas ken war ar vandenn FM eme e Veurdez ar CSA. Greomp plas neuze : gallout a reer selaou France Inter, France Culture ha France Musique war bep a zaou pe dri frekañs disheñvel. Da biv n'eo ket c'hoarvezet kouezhañ meur a wech war ar memes radio pa oa o klask en un doare otomatek ur radio bennak en e garr ?

Sed aze un toullad sifroù a lakao splann peseurt plas eo hini ar brezhoneg : Gant 14 eurvezh a abadennoù brezhonek war 168 eurvezh a zo en ur sizhunvezh ec'h eo 8,3% feur ar brezhoneg war France Bleu. 0,5 % eo feur ar brezhoneg war hollad ar programoù FM (2856 eurvezh) a c'haller tapout e takad Lannuon . 0% war ar gwagennoù bras, anat eo d'an holl ! Ma vije bet degemeret radio brezhonek Kaouenn FM e vije aet feur ar programoù brezhonek da 5,7% er vro ma vez 42% a dud oc'h embann e komprenont brezhoneg. Un dibab all zo bet avat hag e tiskenno un tamm muioc'h ar sifr-mañ : 0,4%.

Pegeit c'hoazh e ranko Breizhiz degemer e vefe graet fae war o yezh ? Petra a dalvez ar ger « demokratiezh » pa roer gwir d'un dornad tud da zifenn ouzh ur bobl klevet he yezh pa 'z eus 90% anezhi a embann c'hoantaat e vefe miret bev ? Evit doare e ouzer ankouaat, pa vez ezhomm, petra eo ur « Stad a wirioù ». Hag ur wech ouzhpenn, ar pezh a zo aotreet da Gorziz n'eo ket da Vreizhiz a zalc'h da anduriñ abadenn barizian Patrick Sabatier diwar goust an abadennoù lec'hel a vez krennet c'hoazh hag adarre.

An diskoulm zo anavezet : d'ar Rannvro d'ober d'ar CSA mirout ur frekañs evit kement takad na vefe radio brezhonek ebet c'hoazh warnañ, evit ma c'hallo an holl e Breizh dibab etre ar brezhoneg hag ar galleg a-hed an deiz. Kaouenn FM a c'halv an dilennidi da embann en un doare foran o soñj war an diviz mezhus bet tapet gant ar CSA. Gervel a reomp an holl, tud ha kevredigezhioù da zerc'hel d'hon skoazellañ evit ma c'hallo tud ar vro kaout abadennoù e brezhoneg e stumm pe stumm. Er sizhunioù da zont e talc'ho Kaouenn FM hec'h emvod-meur a-benn prientiñ an dazont. An neb a venn hennezh a c'hell. Kaouenn FM 28-10-2006


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.