180 a dud etre 5e vintin ha 7e30 : sot eo ar Vretoned ! Met degas a ra startijenn d'an holl dud o deus bevet an darvoud, daoust d'ar c'hovid, daoust d'ar gwask graet d'ar yezh, daoust da bep tra...
Nullet an eurvezhioù redek da noz, met 'pad an deiz emaint o redek e bro Leon, bro Dreger, war ar maez, e kerioù, ur mor a dud e Brec'h dec'h, tud prest, d'an eur, laouen, gant ar mousc'hoarzh a bad abaoe 2008, bloavezh kentañ ar Redadeg.
Ne ra ket berzh evel an Tour de France ? N'eus ket a-walc'h a dud tro dro d'an hent ? Ne vern, youl a zo, ul liamm, ur chadenn, tud a labour asambles evit lavarout e vez komzet e brezhoneg er vro-mañ, labouret e vez, hunvreet e vez e brezhoneg. Bugale vihan Breizh a gan e brezhoneg, a zesk anv al loened e brezhoneg, ar mat, ar varzhoniezh, ar fizik...
Neuze tudoù, deuit niverus da Wengamp disadorn evit diskouez, fraezh ha sklaer, ne c'hellimp ket anduriñ blabla flapflap tud Pariz !
■