Ken yaouank ha Breizh-Izel eo abati Landevenneg : +485, pe war-dro…Da lâret eo e mare m’eo erruet ar Vretoned betek hon Breizh a-vremañ goude bezañ bet treizhet gante «Mor Breizh», evel-just (a vez grat anezhañ « English channel» e saozneg, «la Manche» e galleg). 15 kantved a istor, ya pegen yaouank eo, ha n’eo ket kozh e mod ebet, pa lavaran mat !
Treizhadennoù ar Vretoned zo bet, hag int liammet ouzh dibenn an impalaerez roman (c’hoarvezet d’ar 4vet a viz gwengolo 476) koulz ha kleñved-red kredapl braz, koulz ha brezelioù a-enep pobloù all oc’h aloubiñ enez Breizh tamm-ha-tamm. Tud a lâr (abadenn Arte 2020) pobloù deuet e reter an enez – an alouberien, avat – n’int ket bet o talañ ouzh pobloù o vevañ araoze. Ar Vretoned o kilañ doustadig war-zu aod kornog an enez. Koulskoude, emgann zo bet etreze. A-benn ar fin, meur a abegoù zo bet. Ha mont-ha-dont zo bet, ivez, ur mare zo (soñjit’ta e istor damvojennel ar roue Arzhur). Padet en deus an darvoudoù-se e-pad meur a c’hanvejoù. Tabutoù a chom hirio c’hoazh etre skiantourien zo, war poent pe boent. An disoc’h: savet eo bet ur vro nevez (hon Breizh a-vremañ)! Eñvorennoù ar sent zo deuet betek ennomp, en o zouez hini un den anavezet dre an añv a Wenole («Gwenole pe Gwenhalloe» e brezhoneg / « Guénolé » e galleg). Lâret e vez ez eo bet savet an abati kentañ gantañ, en ul lec’h brav-burzhudus, e dilost morlenn Brest, tostik ouzh ar mor (gwelout an dismantroù). E 818 eo bet cheñchet reolenn ar venec’h. Kenavo da hini «S. Kolomban» (dibenn ar gristeniezh geltiek e Breizh), degemer mat da hini «Sant Benead». M'eo pouezus an diviz n’eo ket evit danvez ar Feiz mes kentoc’h evit abegoù aozadur, « relijiel » lakomp ma n’int ket « politikel » war ar memes tro (c’hoari e-mod iliz Roma). Kalz diwezatoc'h eo bet distrujet an abati e-pad an Dispac’h gall (dibenn an XVIIIvet kantved), ha savet a-nevez, pelloc’hig ha lec'hiet uheloc’h war an douar (bloavezhioù 1950). E digoradur an abadenn skinwell JDS ez eo bet diskouezet deomp imachoù brav dre aer (pe dre zron) eus an abati a-vremañ (XXIvet kantved)…Kenderc’hel a ra buhez ar venec’h e gourenez Kraozon, en tu all da bont Terenez (2011), hini brasañ seurt-se, hag, hep mar ebet, e touez ar re vravañ, e bro Frañs a-bezh.
Hag ar yezh ?
Levrdi an abati a zo digor d’an oll glaskerien (ha da studieren ivez). Hervez an dud e vefe eñ an eil pouezuzañ, goude hini Roazhon, war zachenn an istor, a lâr deomp ar manac’h e-karg ar 25.000 levr miret ennañ. Levrioù e brezhoneg zo. Hini ebet anezho diskouezet deomp gant an abadenn-skinwell.
Breton n’on ket a lâr ar manac’h (deus bro Champagn emañ eñ), mes boemus eo sevenadur Breizh a lâr eñ ouzhpenn. Soñj m’eus me eus an tad « Mark » Simon, anezhañ brezhoneger anavezet mat hag aet da Anaon un toullad bloavezhioù zo. Gouel « Sant Mark » eo hirio, just a-walc’h (d’ar 25vet a viz Ebrel)! Ouzhpenn-se, ur bloavezh « B » emañ 2021, ma vez graet gant Aviel « Sant Mark » ar peurliesañ e liderezh iliz Roma, a-hed ar bloaz. Dre zegouezh ? Deoc’h-c’hwi d’ober ho soñj !
Evit poent, n’on ket sur e chom manac’h pe vanac’h oc’h ober gant ar brezhoneg. Setu perak ez eo dellezek dezhe kanañ tri damm e brezhoneg e-korf an overenn. Istlitet e galleg int bet e traoñ skramm-skinwell. Goude un tamm frifurch, setu ar pozhioù e brezhoneg:
Tri damm liderezh e brezhoneg
Daou a zo boutin, klevet ingal a-hed ar bloaz. An hini kentañ, brav e don hag aes e bozhioù, a vez klevet alies a-walc’h e overennoù, liv ar brezhoneg warne. An hini diwezhat a vez klevet e amzer Fask nemetken.
Santel (e kreizig-kreiz al liderezh)
Santel, Santel, Santel an Aotrou Doue, Mestr ar bed,
Leun eo gant Ho kloar an neñv hag an douar
Hozanna e barr an neñvoù
Benniget an hini a zeu en ano Doue
Hozanna e barr an neñvoù
.
Notenn: troidigezh e galleg, gwelout «Kantikou Brezoneg a-viskoaz hag a-vremañ », embannadur Minihi Levenez 2003
Ranna ar bara (a-raok ar Gomunion)
Oan Doue, a zilam pec’hed ar bed
Ho pet truez ouzhom !
Oan Doue, a zilam pec’hed ar bed
Ho pet truez ouzhom !
Oan Doue, a zilam pec’hed ar bed
Roit deomp ar peoc’h !
.
Notenn: troidigezh e galleg, gwelout «Kantikou Brezoneg a-viskoaz hag a-vremañ », embannadur Minihi Levenez 2003
Anjelus Amzer Fask / Angelus du temps de Pâques.
.1
Bezit laouen evit atav
Rouanez bro an Neñvoù
Lavarit buan kenavo
D’an drubuilh ha d’an daeloù :
Jezuz, ho mab, n’eo mui marv
Kanomp e veuleudioù !
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia
.2
Alleluia! Pebezh joa
Deoc’h-c’hwi, Mamm a garantez
Deomp-ni ivez, Alleluia !
Pebezh laouenidigezh
E welet goude hor prenañ
Adarre leun a vuhez !
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia
.3
O va Doue, dre ho Mab kêr,
Da viken bev ha skedus
Ho peus karget ar bed pec’her
A levenez dudius
Grit, dre Vari, e vamm dener,
Ma’z aimp d’ar vuhez padus
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia
Notenn: Ar pozh 1 ha 2 zo bet klevet nemetken, e-dibenn an overenn a-raok dibenn skignañ an abadenn.
taol-esae troidigezh e galleg
.1
Soyez joyeuse pour toujours
Reine du pays des Cieux
Dites vite au revoir
A l’affliction et aux larmes :
Jésus, votre fils, n’est plus mort
Chantons ses louanges
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia
.2
Alleluia ! Quelle joie
A vous, aussi
notre Maman d’amour, Alleluia
Quelle joie
De le voir après notre rachat
A nouveau plein de vie
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia
.3
O mon dieu, par votre cher Fils
A jamais vivant et rayonnant
Vous avez chargé le monde pécheur
De délicieuse joie
Faites, par Marie, sa tendre Mère,
Que nous allions à la vie pérenne
Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia
.
Notenn: la versification bretonne manifestement recherche l’harmonie et le plaisir de l’oreille. L’adaptation en français peut parfois sembler un peu fade, voire décalée; ne pas oublier que le texte breton doit être apprécié dans sa dimension musicale : les sonorités valent autant que les mots.
Gerioù ar Feiz (implijet gant ar Gristenien hag ar Juzevien):
Hozanna / Hozannah, ur gêr savet diwar an hebreeg hag ar gresianeg ivez. Evit diskouez al levenez, pe anzav santelezh Doue.
Alleluia / Allelouia a deu eus an hebraeg « Hallel Yahweh » = bevet Doue !). Sellit pizh ouzh ar vogalennoù (A, E, O, U, I, A). An holl livioù eus ar ganevedenn a c’heller diskoachañ amañ (soñjit e barzhoneg « Vogalennoù » da skouer, gant Arthur Rimbaud 1854-1891)
Roudoù e Kerne-Veur (UK)
Gwenole : Wynwallow / Winwaloe / Winwalloe / Gunwaloe / Gunwalloe
saozneg1
An añv-bihan
Gwenole
kartennPennad kinniget e-koun Gwen Huon (aet da Anaon e-kerz ar sizhunvezh-mañ)
■Ober a reont gant hor yezh, n'ouzon ket!