Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Ebrel 2021 ?

Annonce publié le 2/04/21 9:26 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/52/52092/52092_1.jpg
Deiziataer Brezhoweb miz Ebrel.
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Ebrel 2021? - Deiziataer Brezhoweb (1082 vues)

Muioc'h a dud, muioc'h a vrud ? Kinniget 'vez deoc'h deiziataer miz Ebrel gant 5 den ar wech-mañ (daou zen o teskiñ ar yezh en o zouez) ! Un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz Meurzh zo bet skignet hiziv, gant levrioù nevez «Goude Marv DJ Mao» ha «Moutig hag arc'h Noe», pladenn ar miz «War hent Youenn Gwernig», video ar miz gant an teulfilm «An Alc'hwez aour» sevenet gant Mikael Baudu, ur podkast radio, hag un arload e brezhoneg evit c'hoari gant ar gerioù.

Deiziataer miz Ebrel da welet ivez war Brezhoweb (Istitlet e brezhoneg)

Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 2 straed / rue de Suède, Blok 02, 56400 An Alre / Auray

Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)

Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.


Vos commentaires :
Erwan
Samedi 21 décembre 2024
Plijout a rafe din gwelet ha klevet Katell Grall adarre en hoc'h abadennoù.
Ur plac'h telejenek eo, da vat.

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?