55 mn e Liseoù Diwan e klas Termen : betek pelec'h e yelo ar Stad ?
Chronique publié le 22/03/21 12:33 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Molac ba Kemper : hag efedus e vo e stourm ? (345 vues)
Ur vezh ruz, hag ar fulor e penn pep brezhoneger.ez : penaos, goude manifestadegoù Kemper ha Brest, embann e vo treutaet c'hoazh niver a eurvezhioù brezhoneg evit ar bak ? Ober goap ouzh ar Vretoned, an Euskariz, petra eo o fal ?
Resevet er mintin-mañ, evel ur bern tud all, gerig Lena Louarn, spontet gant politikerezh ar stad :
«O paouez deskiñ e vo digresket eurvezhioù kentelioù war ar brezhoneg e lise Diwan Karaez adalek miz Gwengolo 2021, ne chomo nemet ur prantad 55mn/sizhun evit pep klasad…
Digresket e oa bet da 2 brantadX55mn/ sizhun betek ar bloaz-mañ hag ar bloaz a zeu ne chomo nemet 55mn.
Ar pezh zo bet rentet d’ar skolajoù Diwan goude manifestadeg Brest n’eo ket bet da lise Diwan
A vloaz da vloaz e vez digresket hollad an eurioù/bloaz roet gant an deskadurezh stad da lise Diwan, an eurvezhioù kollet-mañ a rank bezañ tennet diwar danvezioù 'zo...
Penaos e c’hello al liseidi mont war-raok e brezhoneg gant 1e/sizhun evit dont da vezañ barrek da genderc’hel da gomz brezhoneg goude al lise ?
Hag e 2022 : ZERO mn/sizhun ? »
■
Vos commentaires :
Mark Kerrain
Dimanche 22 décembre 2024
Perak ne vo nemet 55 munut? Peogwir ne bae ar stad c'hall nemet 55 munut? Pe peogwir ez eus urzh groñs gant ar stad c'hall, dindan boan a gastiz (tell-gastiz, mizioù en toull-bac'h d'ar rener-skol) da chom hep kelenn teir eurvezh? Ma n'eo nemet un afer arc'hant, on prest da reiñ arc'hant, ha tud all kar-o-yezh moarvat, da baeañ ar c'helenn brezhoneg a-hed ar bloavezh-skol.
Jiler
Dimanche 22 décembre 2024
Mark Kerrain zo un den kalonek ha brokus, enor dezhañ!
Met d'ar stad eo da baeañ. Ar vretoned a bae o zailhoù, perak ne baefe ket ar stad ar goproù?
D'ar bolitikourien da ober o labour da lakaat ar stad da blegañ !
boned ruz
Dimanche 22 décembre 2024
Hejet dihejet eo ar stadoù broadel gant barradoù identelezhioù ...ha muioc'h mui ouzhpenn. Setu diasur o dazont gant an avel kreñv-mañ savet outo : Bro Spagn gant Katalonia... Bro Saoz a vo ur vro-all a-benn nebeut... Korsika ivez o lakaat mennozhioù nevez e pennoù an dud...Aon o deus me soñj din. Diskar ar «minority safe pack» gant ar gomiserien europat hag an traoù mezhus 'zo c'hoarvezet d'an dilennidi katalanek e-kreizig kreiz parlamant Europa a zo splann. Neuze n'eo ket diaes kompren e klask ar Jakobined ober e memes mod: da lavarout eo kas da netra roudoù ar pobloù a-orin e Bro C'hall...ar buanañ ar gwellañ. Gant se ne vo enebiezh ebet ken...Ar redadenn zo kroget da vat... A° Blanquer a zo an hini nemetañ o redek evit poent... Siwazh! Deomp ni da redek neuze ha buanoc'h egetañ!