Deuet e oa familh vras ar vrezhonegerien gant dilennidi ar vro, gant Prezidant ar Rannvro : ne c'hello ket tud ar gouarnamant chom hep kemer e kont ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh ha tout al labour graet e brezhoneg hag evit ar yezhoù Breizh abaoe bloavezhioù
Leun chouk plasenn Sant Corentin, Loig Chesnais Girard, Troadeg, Le Fur, maerez Kemper, ... Dilennidi mennet evit diskouez nerzh ar Vretoned, ar familhoù, ar vugaligoù da genderc'hel gant ur yezh tonket da vervel. Ret e vo labourat, unvan, evit mont war raok, adlakaat a yezh LV2 ar brezhoneg el lise, adlakaat an opsion gallaoueg en holl liseoù e lec'h e vo posubl (17 lisead e lec'h 200 ar bloaz-mañ), diskouez c'hoazh hag adarre eo kalz barrekoc'h e yezhoù bugale bet skoliataet e brezhoneg, kalz digoroc'h war ar bed.
Pet manifestadegoù c'hoazh evit ma vefe doujet ouzh gwirioù an dud ha ne gomzont ket 'met galleg e bro C'hall. Poent eo d'ar Stad kreizennet kompren eo pinvidik ha brav ar pezh a vez kinniget amañ ha n'eo ket ur «repli identitaire», met ar c'hontrol !
■Gant ar vezh...
A noter que cette manifestation de 5000 défenseurs du Breton, du Gallo et autres langues de l'hexagone n'a pas fait l'objet de commentaires sur les médias télévisuels de la Loire Atlantique-La censure .....
Alors que des manifestations de 20 à 200 personnes en Bretagne historique, ailleurs en France,ont été vues et commentées longuement samedi et dimanche.
Un article de 3cm2 dans Ouest France sur le 44?.........
C'est en plus de la discriminisation.......!
Qu'allons nous faire ?