Manifestadeg ba Naoned disadorn da 2e

Communiqué de presse publié le 10/03/21 17:08 dans Environnement par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/51/51901/51901_1.jpg
Manifestadeg Naoned a-renep an nukleel

Kudenn an deiziataer : pa vo ur mor a dud e Kemper evit difenn plas ar brezhoneg er gevredigezh e Breizh, pegement a dud a vo ba Naoned evit nac'hañ program nukleel bro C'hall ?

Prientet abaoe pell, diaes eo gouzout pegement a dud e vo, ur pezh mell vanifestadeg ba Naoned disadorn a zo aozet gant ar FAN Breizh hag aozadurioù o tont eus pep lec'h, evit lavarout eo ur vezh program nukleel bro C'hall, gant fiasko Flamanville, ha kement zo tout.

Kollet e vez arc'hant bemdez o sevel ur ramz ne ya ket en dro. Ur "passoire" 'giz oa bet lavaret meur a wech. Orano, bet Areva ha Kogema a-raok, a gendalc'h da rein 70% eus an energiezh produet e bro C'hall. Gant kreizennoù re gozh ha dañjerus dindan berr amzer, vbavañ arimp neuze ur Fukushima e bro C'hall ? N'eo ket diposubl hiziv. Sevel 6 kreizenn all ? Ha fur eo ? Ar vro a-drugarez d'ar Jeneral de Gaulle, nukleariset ar muiañ er bed eo bro Frañs. Tout an dud a chom a sav gant ar produiñ nukleelen Europa hag ar bed, ha ni amañ a vefe o kenderc'hel ? O prientiñ an Apokalips ?


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024
E Kemper e vin a-dra sur , hon yezh zo gwallgaset gant ar pennaduriou er rannvro hogen gant ar stadrenerzh ive abaoe pell . Ret e vo ur dezvat (statut) ha ur wir reizhiad (système) evit er skol , yalc'hadou pe kellidou (financements ) a-bouez evit harpan ar rouedad Diwan , Divyezh ha Dihun . Ar rann vro a dle d'ober ar rakluniou evit an diorren evit ar yezhou lec'hel ar vrezhoneg hag ar gallaoueg diouzhtu.
Ur wir raktres alato !
Deskit brezhoneg pe ar gallaoueg evit eilan Breizh peurgetken evit an amzer dazont . Ober a reomp strivoù evit hor yezh gourdrouzet . Manifestin a raimp e Kemper sadorn a zeu !
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.