Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Meurzh 2021 ?

Annonce publié le 1/03/21 14:30 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour BREZHOWEB
t:1
https://abp.bzh/thumbs/51/51825/51825_1.jpg
Deiziataer Brezhoweb miz Meurzh.
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Meurzh 2021 (Deiziataer) - Brezhoweb (552 vues)

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz Meurzh 2021 ? Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb, un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz Meurzh zo bet skignet hiziv, gant levrioù nevez "Lizig Priñsezig an Dour" ha "Krampouezh ha galetez e Breizh a-bezh", pladenn ar miz "Taol biz troad", video ar miz gant ar filmoù chakod sevenet da vare an Nedeleg, ur podkast radio, hag ur bochad teñzorioù niverel war lec'hienn TES.

Deiziataer miz Meurzh da welet ivez war Brezhoweb (Istitlet e brezhoneg)

Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 2 straed / rue de Suède, Blok 02, 56400 An Alre / Auray

Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)

Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.


Vos commentaires :
Mardi 30 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.