Kan ar bobl : mod pe vod, e vo kanet, kontet, sonet

Communiqué de presse publié le 26/02/21 10:29 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:2
https://abp.bzh/thumbs/51/51815/51815_1.jpg
Kan ar bobl : skritell 2021
https://abp.bzh/thumbs/51/51815/51815_2.jpg
Kan ar bobl lec'hel

Dibabet oa bet gant kuzul merañ Kan ar bobl kenderc'hel ganti, daoust da bep tra. Gallout a rit neuze lakaat hoc'h anv evit konkouriñ, dre abadennoù filmet er skolioù evit ar vugale hag ar grennarded, e lec'hioù diarvesterien evit ar re all.

A-drugarez d'an aozerien Kan ar bobl e vo graet 10 konkour lec'hel ha filmet an holl skolioù o dije c'hoant da gemer perzh e Kan ar bobl 2021. Penaos ober ? Mont e darempred gant unan eus an aozerien lec'hel evit gouzout penaos e vo graet. Filmet e vo ar skolioù o kanañ, hag e vo ur juri ba Pondi o tibab ar re wellañ.

Evit ar gonterien er skolioù e vo graet memes mod. Met tout ar re all, kanerien, sonerien, konterien gour a vo filmet e dek lec'h gant ur juri lec'hel a gaso filmoù ar re wellañ da Bondi.

Neuze, arzourien Breizh, adkemerit ho binvioù, prientit hardizh tonioù, istorioù, kanaouennoù evit kenderc'hel da vont war raok !

www.kanarbobl.org

06 84 45 06 28

kanarbobl@radio-bro-gwened.com


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.