Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz C'hwevrer

Annonce publié le 1/02/21 16:55 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour BREZHOWEB
t:1
https://abp.bzh/thumbs/51/51613/51613_1.jpg
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz C'hwevrer 2021 (Deiziataer) (593 vues)

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz C'hwevrer 2021 ? Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb, un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz C'hwevrer zo bet skignet hiziv, gant levrioù nevez "An aerouant ruz" ha "Dindan ar seizh avel", pladenn ar miz gant Kanerien Sant Meryn, video ar miz gant un abadenn nevez savet da welet e-kreiz miz C'hwevrer war Brezhoweb, ur podkast radio, hag un askouezh 'vit sikour ac’hanoc’h da skrivañ e brezhoneg war internet.

Deiziataer miz C'hwevrer da welet ivez war Brezhoweb

Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 2 straed / rue de Suède, Blok 02, 56400 An Alre / Auray

Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)

Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024
Bonsoir
J’aimerais que vous corrigiez tant dans votre titre que dans votre texte le mot c’hwevrer avec, en initiale, un C’H au lieu de C’h.
En effet, cette lettre bretonne C’H est une lettre à part entière formée des deux lettres c et h séparées par l’apostrophe. Merci.
De plus, dans votre profil, merci de remplacer ce mot anglais replay par le mot français rediffusion.
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.