Profoù Nedeleg : levrioù e brezhoneg evit ar yaouankiz hag evit ar re all

Annonce publié le 18/12/20 11:25 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/51/51411/51411_1.jpg
Golo ar viltansoù, KVB
https://abp.bzh/thumbs/51/51411/51411_2.jpg
Skritell PAV
https://abp.bzh/thumbs/51/51411/51411_3.jpg
Skritell PAY

Gant al lec'hienn nevez flimm-flamm Keit Vimp bev, n'ho peus digarez ebet chom hep profañ ul levr, un albom, ur vandenn dreset, ul levrig haiku... d'ho familh ha d'ho mignoned !

Abaoe meur a daou-ugent vloaz emañ ti embann Yann-Fañch Jacq e Kreiz Breizh o kinnig levrioù a bep seurt, c'hoarioù kartoù, Gwezboell, ... d'ar re yaouank ha d'ar vugale. Ha peder c'hazetenn, mar plij ganeoc'h ! Rouzig, Louarnig, Toutouig evit ar re vihan hag ar gazetenn sizhuniek nemeti a zo e brezhoneg e Breizh : Ya !

Neuze evit kalonekaat an ti-embann, gant pevar den gopret, a labour e Kreiz Breizh hag a zo gouest d'ober kemend-all, gant ur budjet en arvar bep bloaz, sikourit anezho o profañ lennadoù plijus, enrolladennoù en linenn, konkourioù evit ar skolioù, skolajoù, liseoù, ur sell fresk ha plijus gant labourerien yaouank Kreiz Breizh o labourat e kalon ar vro, e brezhoneg bemdez.Trugarez dezho ha trugarez d'an holl genlabourerien a youl-vat a gendalc'h gant un avañtur dispar !

Evit dizoleiñ al lec'hienn, selaou mouezh flour Sten Charbonneau hag e skipailh evit pennadoù levrioù Priz ar Vugale ha Priz ar Youankiz, evit prenañ levrioù Nedeleg, amañ emañ :


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?