366 haiku, disoc'h ugent vloavezh a varzhoniezh poblek

Chronique publié le 17/12/20 9:26 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/51/51404/51404_1.jpg
levr 366 haiku

N'eo ket levr brudet Bashô anvet «111 haiku» met hini ur skipailh tud sot gant an haiku o doa lakaet an haiku da vout ur mod, hag un doare efedus da lakaat an dud war hent ar varzhoniezh

Ugent vloavezh war meur a dem : ar peulvanioù, ar gurun, an dour, ar glav, an aval, an troad, ar bleunioù... hag ar mor ar bloaz-mañ.

Teiryezhek eo al levr gant postskridoù graet gant Malo Bouessel du Bourg, Pierre Tanguy, Naig Kervella, Mai Ewen, Marie Chiff'mine, Melaine Favennec, Danièle Duteil, Annie Maudet ha Regis Auffrey. E gallaoueg, brehzoneg, galleg e oa bet ar genstrivadeg, pa oa aozet e penn kentañ gant Hopala ! e Brest, da c'houde gant ar festival Taol Kurun, ha bremañ gant ar gevredigezh féa, aozerez Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale.

885 haiku a zo erruet dija war lec'hienn taolkurun.free.fr, e teir yezh. Gallout a rit kemer perzh betek an 31 a viz Kerzu.

Hag evit al levr, maketennet gant Olwen Manac'h, gant un dresadenn sinet Anna Duval-Guennoc, ur gwir blijdadur lenn barzhoneg teiryezhek Bernez Tangi, un taol lagad hag un enor d'an dud a youlvat a gas ar c'honkour da benn !

evit prenañ al levr :

pe mont e darempred gant afea@laposte.net


Vos commentaires :
Emilie Le Berre
Dimanche 22 décembre 2024
Brav kenañ eo ar kenstrivadeg-se an Haiku.
Gourc'hemennoù

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?