600 haiku erruet dija : chom a ra 21 devezh

Communiqué de presse publié le 9/12/20 22:27 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/51/51365/51365_1.jpg
Evit reiñ un tamm awen deoc'h... (198 vues)

Tem ar 21tañ kenstrivadeg haiku a zo "'trezek ar mor, prendre le large, la mè". Ha setu, war al lec'hienn taolkurun.free.fr, zo erruet 600 haiku dija hiziv.

20 vloaz dija oa bet kroget kenstrivadeg haiku gant ar gazetenn Hopala ha renet gant Alan Kervern. Pevar bloaz war lerc'h e oa tro ar festival Taol Kurun ba Kemperle o kenderc'hel gant ar c'honkour. Hiziv an deiz eo ar gevredigezh fea, aozerez Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale ivez, da lañsañ pep bloaz, un tem nevez gant ur juri efedus ha sirius ken-ha-ken, ma vefe e brezhoneg, e gallaoueg, pe e galleg. Bodet e Kemper, e ostaleri Max Jacob, setu an dud o tabutal ingal : Bernez Tangi, Pierre Tanguy, Melaine Favennec, Naig Kervella-Latimier, Mai Ewen, Malo Mouessel du Bourg, Danièle Duteil...

Hag evit lidañ ugent vloavezh krouidigezh gant tud deuet, gant krennarded ha bugale e Breizh hag e lec'h all (Roumania, Afrika, bro Suis, Kebeg, ...) e oa bet embannet ul levrig brav, un dastumadeg "366 haiku" gant fotoioù, testennoù o tielfennañ ar pezh a zo bet degaset gant seurt kenstrivadeg. Ur benveg eo evit brudañ an haiku ha broudañ haikerien da genderc'hel ha haikerien nevez da grouiñ en o yezh a-drugarez d'ar berrañ barzhoneg ar bed.

Evit ar re o dije prenañ al levr (ur prof Nedeleg a feson !)

- stal Penn da Benn ba Kemperle

- gourc'hemenn da Geit Vimp bev dre al lec'hienn :

- pe kas ur chekenn 15 euro da fea, sant adrian, 29300 An Arhanaou / Arzano


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.