D’ar sul 25vet a viz Here 2020 eo aet Priz an danevell e brezhoneg gant Manon Le Gourrierec, e Gouel al Levrioù e Breizh, e Karaez, evit he danevell « Seul Vuioc’h », embannet gant Editions Nidiad.
An eil danevell e brezhoneg eo evit Manon, daoust dezhi bezañ skrivet danevelloù e galleg ivez. « Seul Vuioc’h » a ra war-dro ur plac’h yaouank, tapet ganti he skiant-prenet vicherel gentañ. Emañ-hi o talañ ouzh ar gwask, ar regas, hag an dihevoud war zachenn al labour. Gwazoc’h-gwasañ e vo bevet an dra-se ganti. Dont a ra an istor eus skiant-prenet bersonel, met chom a ra ivez ijinet un tamm, hervezhi.
. hevoud = en em santout mat, bezañ en e vleud / he bleud
. dihevoud = ar c’hontrol, n’emañ ket en e vleud / he bleud. (ar ger-se n'eus ket anezhañ neblec’h!)
notenn: brezhoneg diwar galleg pennad (voir notre article) skrivet gant Philippe Argouarc'h
■