Filmoù-berr ha teulfilmoù da welet er mare-mañ war Brezhoweb

Annonce publié le 15/10/20 17:37 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/51/51090/51090_1.jpg
Filmoù-berr ha teulfilmoù da welet er mare-mañ war Brezhoweb (216 vues)

Brezhoweb a ginnig deoc'h Filmoù-berr ha teulfilmoù da welet e miz Here ha miz Du, ha digoust eo evel boaz.

4 film-berr, ha 4 zeulfilm a vo lakaet enlinenn war lec'hienn Brezhoweb a-hed ar mizioù, gant istitloù e galleg ma faot deoc'h. Hiziv eo bet lakaet enlinenn 2 film-berr («FOG» et «Al Loen») hag un teulfilm («Botoù-koad dre-dan»).

Al Loen

Kouezhañ a ra ur mesaer yaouank 'ba un toull don satanazet, e-lec'h ma vez ul loen diaoulek hervez kont. Mont a ra gwazed ar gêriadenn da glask anezhañ, daoust d’o spont. Ur film berr e brezhoneg savet gant Filippo Meneghetti, istitlet e galleg.

Sellout ouzh Al Loen

FOG

Ul labourer douar kozh eo Czeslaw Bodrov, hag e vez graet «Polonais» outañ. Emañ o vevañ e-unan goude marv e wreg. Dimezet eo bet e verc'h gant ur paotr deus bro Azia, pezh ne blij ket dezhañ tamm 'bet. Ur film berr e brezhoneg savet gant Mads yt-Schniberg, istitlet e galleg.

Sellout ouzh FOG

Botoù-koad dre-dan

Er bloavezhioù 70, e fell d’ur vandennad tud yaouank a vro bagan, cheñch buhez ha cheñch ar bed. Brav a vefe d’o zud ma teufent da vezañ medisined, beleien pe ofiserien a vor. Int-i 'gav gwelloc’h dont da vezañ furlukined, bevañ ha labourat er vro. Beaj e bro o utopia pa savont strollad c’hoariva Ar Vro Bagan a zo o paouez lidañ e 40 vloaz.

Sellout ouzh Botoù-koad dre-dan


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?