Teir heuliadenn geltiek advouezhiet e brezhoneg da welet war Brezhoweb

Annonce publié le 11/09/20 18:12 dans Media et Internet par Florent Grouin pour BREZHOWEB
t:3
https://abp.bzh/thumbs/50/50930/50930_1.jpg
Deian ha Loli war Brezhoweb.
https://abp.bzh/thumbs/50/50930/50930_2.jpg
Aifric war Brezhoweb.
https://abp.bzh/thumbs/50/50930/50930_3.jpg
ENE(Z) war Brezhoweb.
Deian ha Loli (Tañva) - Brezhoweb (502 vues)

Emañ Brezhoweb o skignañ teir heuliadenn evit an distro-skol, teir heuliadenn o tont deus Broioù keltiek, unan deus Bro-Gembre ( Deian et Loli ), unan deus Bro-Iwerzhon ( Aifric ! ) hag unan arall deus Bro-Skos ( ENEZ Koulzad 2 ). Ar wech kentañ evit Brezhoweb kinnig kement a heuliadennoù keltiek evit an holl (ar re vihan hag ar re vras)!

Deian ha Loli (adalek 6 vloaz, 26 rann, 14 mn) : Breur ha c’hoar gevell eo Deian ha Loli, c’hwiled anezho, gant galloudoù hud kuzh a zegas birvilh en o buhez. Hag an daou-se n’int ket fur avat ! Ha jeu kenetrezo alies, peadra da lakaat o zud da sodiñ. A-wechoù e vezont enebourien daonet ha gwechoù-all e vezont mignoned vras. Evel an holl vugale a lavarit ? Ya, met… Ur sekred o deus, ha den na oar...

Sellout ouzh Deian ha Loli

Aifric (adalek 10 vloaz, 26 rann, 25 mn) : Buhez Aifric, ur grennardez a vro-Iwerzhon en he ziegezh leun a startijenn hag o tont deus kêr Dulenn evit bevañ e kreizig-kreiz ar c'honemara. Klask a ra kousto pe gousto Aifric kaout mignonezed ha kaout ur vuhez ordin gant hec’h endro nevez met ne vo ket aes eviti, pell ac'han...

Sellout ouzh Aifric

ENE(Z) Koulzad 2 (10 rann, 30 mn) : Dek rann nevez da welet war Brezhoweb adalek fenoz (8e45), 2 rann nevez bep sizhun. Mari MacDonald a ya d'ar gêr en-dro, d'an enez bet dilezet ganti eizh vloaz a-raok. Aet e oa kuit da dec'hout diouzh he familh, diouzh boazioù ul lec'h kloz. Dont a ra en-dro evit obidoù ur mignon eus ar familh.

Sellout ouzh ENE(Z)


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.