Programet e oa ar Bikez evit Festival Faltazi Kemper

Chronique publié le 27/04/20 20:28 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/50/50390/50390_1.jpg
Pikez blev du (254 vues)

Ur film berr skoazellet gant Kumuniezh Kumunioù Kemperle ha Kuzul Meur Penn ar bed a gont istor ur plac'hig e 1928.

«Pikez blev ruz» , skrivet gant Denise Le Franc, 98 vloaz hiziv, a oa bet dibabet e 2009 gant ar vugale evit kenstrivadeg priz lennegel evit ar yaouankiz «Priz ar Vugale» e fin miz Even. Un eil levr a oa bet embannet da heul, e 2014, «Avanturioù Zett», dibabet gant ar vugale ivez. An daou istor a gont sotonioù ur plac'hig war ar maez, doare «Pipi Langschtrumpf», e 1928, oc'h ober goap ouzh ar seurezed, o kas avaloù ferv dezho...

Bugale Diwan Kemperle oa aet betek skol Botoa evit kavout ul lec'h a glote gant ar film istorel-mañ. Div gomedianez, Jysell Ar Gurudeg hag Evelyne Janot oa ar seurezed. Hag an tad kozh ? Jean Bernard Huon, skoazellet gant Jo Derrien, hag ur charaban kozh a 100 vloaz, hag ur gazeg jantil ken ha ken, Monette. C'hoariet oa bet dudenn ar sakrist gant David Païs.

Skignet e vefe bet e miz Meurzh e Kemper, e festival ar film otoproduet Faltazi, nullet abalamour d'ar c'horonavirus.

Sevenet gant féa, filmet ha frammet gant Kaouenn, embregerezh kleweled Kemper, skignet e oa bet e sinema Le Kerfany ba Molan dirak 200 a dud, hag e Kemperle e-pad festival Taol Kurun e miz genver 2020 dirak 150 den. Goulennet e oa bet un heuliadgant ana avesterien hag ar vugale, kement a avañturioù all a zo da gontañ ! Galv neuze d'an dud dedennet evit ma vefe un heuliad, ha doareoù da arch'antaouiñ anezhañ, kit e darempred gant afea@laposte.net.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 5 ?