Kanomp Breizh, Kanomp ar vBro Gozh !

Communiqué de presse publié le 17/04/20 16:48 dans Culture par Jacques-Yves Le Touze pour Comité Bro Gozh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/50/50337/50337_1.jpg
RCV

Er prantad diaes-mañ a genvac’hadur e kinnig Poellgor ar Vro Gozh d’an holl re o devo c’hoant, bras ha bihan, a-youl-vat pe a vicher, kanañ ar Vro Gozh, kanenn vBreizh, a-unan pe gant ar familh, er gêr, o n’en em filmañ war-eeun.

Ha pa vije gant ur stumm klasel pe ‘doare rock, reggae pe arall c’hoazh, ne vern ! Pezh a gonto eo he c’hanañ hepken, o rannañ gant-se al liamm kreñv ez eo gant holl Vreizhiz ar vro hag ivez gant hon divroidi ha mignoned Breizh dre-holl, er bed a-bezh.

Doare-ober

Evit pleustriñ a-raok kanañ, emañ aze pep tra rekis

Ho unan pe a-goublad, krogit e-barzh gant ar stumm a fell deoc’h, ouzh ho filmañ ha o kas dimp ar video gant an doare azasaetañ hervez he ‘fouez’ : SMS, WhatsApp, postel, WeTransfer h.a… Embannet e vo ganimp da heul war hol load, war Facebook ha Twitter…

Amañ hon holl zaveoù :

-postel : brogozh@mel.bzh

-hezoug : 06 09 71 01 91

Hag er rouedadoù kevredigezhel, arverañ atao : #BroGozh #KanompBreizh #ChantonslaBretagne

D’an holl hag o devo kemeret perzh e vo graet ur profig pa vimp distroet en-dro d’ar vuhez reol !

Kanomp Breizh – Chantons la Bretagne !


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.