Stummadur Kelenner ar skolioù

Offre d'emploi publié le 18/02/20 12:42 dans Culture par Diwan kentan derez pour Diwan kentan derez

Evit pourveziñ ar postoù nevez krouet e Diwan e vez kinniget ur stummadur d'ar re dedennet d'en em stummañ ha da zont da vezañ « kelenner(ez)ar skolioù Diwan ». Brezhoneg komzet ha skrivet hag un Aotreegezh dre ret a vez goulennet.

Bloavezh kentañ ar stummadur a vez dalc'het e kreizenn stummañ Kelenn e Kemper, 15 studier bennak a vez stummet bep bloaz evit diorren hor rouedad ha pourveziñ ar postoù nevez er skolioù. Posupl eo kaout ur yalc'had gant ar Rannvro. An eil bloavezh e voc'h stajiad-ez en ur skol Diwan ha gopret gant Diwan pe gant an Deskadurezh-Stad. Ar stummadur a zisoc’h, ur wech validet, gant kontradoù-labour didermen en hor skolioù.

Donaat e barregezhioù e brezhoneg - Kelenn divyezhek, dre soubidigezh brezhoneg-galleg.

Prientiñ ar CRPE, kenstrivadeg diavaez prevez ispisial Diwan e brezhoneg .

Evit kaout muioc'h a ditouroù, pellgomzit pe skrivit da : Kentañ Derez Diwan : Z.A.Sant Ernel - BP 147 - 29411 Landerne Cedex - Pgz : 02 98 21 34 95

kentan.derez@diwan.bzh