Biskoazh, Biken, James - Ar Brezhoneg a gan 10

Annonce publié le 28/01/20 8:51 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/49/49949/49949_1.jpg
Ar brezhoneg a gan.
Biskoazh, Biken, James - Ar Brezhoneg a gan 10 - Brezhoweb (478 vues)
Biskoazh, Biken, James - Ar Brezhoneg a gan 10 - Brezhoweb (478 vues)

Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h dekvet rann an abadenn nevez Ar Brezhoneg a gan, evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.

Peseurt mod treiñ «jamais» e brezhoneg ? Biken, birviken, biskoazh, morse, james…

An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Siberil, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.

Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn Brezhoweb , war You Tube ha war Facebook .

Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant «Ar brezhoneg a gan» e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?