« Unanet Evit Breizh ! » Kadoriañ a ra Dael Breizh e zilennidi nevez !

Communiqué de presse publié le 27/01/20 1:34 dans Politique par Dael Breizh pour Dael Breizh
https://abp.bzh/thumbs/49/49921/49921_1.jpg

Kemennadenn n°2020.01-02 an 22 Genver.

D’ar 15 Kerzu 2019, ar voterien vreizhat a oa galvet da vouezhiañ a-benn dibab o farlamantourien nevez evit un eil kelc’hiad tri bloavezh. Dre un diouer a zanvez-parlamantourien niverus, ne voe dilennet nemet daouzek parlamantour, pemp en o zouez o vezañ addilennet. Ur skipailh vihanoc’h eo neuze, met unanet, hag a oa en em gavet e Surzhur (bro Wened) d’ar Sadorn 18 Genver, en hevelep lec’h ma c’hoarvezas an dilennadegoù.

Kadoridigezh er beurevezh

Etre holen (eus Gwenrann) ha sukr (chouchenn) evit aroueziñ mor ha douar Breizh, ar barlamantourien o deus pep hini d’o zro touet al Le, dorn kleiz war o c’halon ha dorn dehoù war levr Argantred1, ha sinet o deus e-barzh Levr Meur kelc’hiadoù ar parlamant. Pep a skerb gwisket ganto, an dek parlamantour a oa aze – daou a vanke met digarezet int bet rak unan zo o vevañ er Vietnam (Mikael Gwilhom) hag egile en Okwitania (Visan ar Floc’h) – a zo en em lakaet kerkent ouzh taol ! Ouzh taol a-benn merennañ (da 1e ) ha goude evit kregiñ e-barzh o c’hentañ Urzh an Deiz (3e ).

Emskiantek eus an hent skosellek a zo ouzh o gortoz, an dilennidi nevez ezvezañt en em vodas dre skramm an deiz war-lerc’h embannidigezh an disoc’hoù : dilennet int bet met pas c’hoazh kadoriet dre ma oant ezvezañt. Disadorn-mañ, ar re all o deus kejet e gwir ha graet o deus un nebeut eurvezhioù labour a-benn bukañ ur pal hag an hent da heuliañ...

Gant spi en em stalio buan ar c’hevrennoù en holl vroioù evit kreñvaat diazez gortozet Dael Breizh ouzh ar vroiz, ret e vo :

– displegañ pal Dael Breizh,

– lakaat da vont en-dro ar reizhiad kinniget d’ar boblañs evit ma c’hello an demokraelezh bezañ anezhi ervat, e kement troc’had-diviz a zo : an demokratelezh perzhiek.

Mat eo al lusk ha ne fell ket d’ar barlamantourien lezel anezhañ da gouezhañ. Ar voterien a welo hep dale araokadennoù o Enframm. Skouer kentañ : degemeret o deus kinnigadenn ger-stur an Dael, kinnig graet ha tabutet goude etre ar voterien :

« Unanet Evit Breizh ! »

Ra vevo hor sec’hed deomp da gemer penn hon tonkadur oc’h ober fae war hon disrannoù hiniennel a-benn en em vodañ en-dro talvoudegezhioù boutin ha soñjal e gounidoù Breizh hepken a garomp holl-gwitibunan...

-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

Communiqué en langue française:


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?