Kafedi Yezh - "An henvrezhoneg" (lusket gant Yannig LAPORTE)

Agenda publié le 21/01/20 22:39 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/49/49919/49919_1.jpg
Dornskrid

Kafedi Yezh : «An henvrezhoneg» (lusket gant Yannig Laporte)

D’ar Sadorn 1añ a viz C'hwevrer 2020, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude freuz ha reuz an Impalaeriezh Roman e teuas war wel broadelezhioù nevez. Lod anezho a lezas o anv, ha tra ken. Unan avat a lezas ouzhpenn un anv, met ur yezh ivez : Breizh an hini eo.

Ar Vrezhoned, staliet en Douar-Bras a-c’houde kantvedoù, a oa bet niverus, urzhiet ha kreñv a-walc’h evit diazezañ ur vroad nevez, dezhi ur yezh arveret e-skoaz al Latin. Paot a-walc’h eo ar skridoù a lezjont dimp, daoust da reuzioù an Istor.

Studiet e vo, goude ur sell a-dreñv en istor ha goude un tamm displegadenn diwar-benn emdroadur ar predeneg, perzhioù pennañ yezh kempredidi Nevenoù. Ur yezh tost ha pell diouzh hon brezhoneg war un dro, gwellañ melezour ur gevredigezh e barr he bleñv, ereet ouzh an Inizi hag hi en Douar-Bras.


Vos commentaires :
Tepod Mab Kerlevenez
Vendredi 15 novembre 2024
Skrivet eo e c'hoarvezo d'ar 1 Genver, met me gred e vo kentoc'h d'ar 1añ C'hwevrer...

R U
Vendredi 15 novembre 2024
Hopala ! Re wir ! Difaziet eo bremañ.

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?