il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /4987.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/49/4987/lettrebretagnereunie.jpg

Mann ebet evit paotred al lizhiri zo er bloaz-mañ ! N'eo ket stag hor barrad fulor ouzh abegoù oc'h emsavioù sokial met ne c'haller degemer e arru ul lizher gant 3 sizhunvezh dale peogwir eo skrivet ar chomlec'h e brezhoneg warnañ. Nouspet lizhiri hon eus bet dija gant meur a zevezh dale pe adkaset d'ar c'haser c'hoazh, ar chomlec'h barrennet prim warno, pa oa bet skrivet e galleg tal-ouzh-tal zoken.

Evit skouer e kavot amañ kevret ul lizher gant Breizh Unvan deuet dimp hiziv (ar 16/10/06), kaset d'an 29/09/06.

Pa 'z eus Breizhiz o stourm evit ma vo anavezet ar brezhoneg er vuhez foran, ken ma vo kefridiel koulz lavaret, e vez degemeret kement-mañ evel ur youl splann da c'hortoz marv hor yezh gant implijidi zo er Post.

Anv zo eus dellezegezh pa stourmer ouzh an emzalc'h-se. Gwelloc'h e vefe d'ar Post hastañ da c'hoprañ brezhonegerien ha stummañ o implijidi e brezhoneg kentoc'h eget sentiñ ouzh lazhadeg hor sevenadur aozet gant ar Stad.

War he zu e ped ar gevredigezh Bemdez an holl da skrivañ ar chomlec'hioù-post e brezhoneg. Dre m'hon eus gounezet a-nebeudoù un dezvad kefridiel d'hor yezh war ar panelloù-hent ne c'hall ket framm ar Post temen hep stummoù brezhonek darn vras ar c'humunioù pe lec'hanvioù all.

Evit Bemdez, Bertrand Deléon.

Kevredigezh BEMDEZ Ti ar c’hevredigezhioù 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – BREIZH – Pgz 06 11 51 43 15. (voir le site)


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.