Petra eo ur « rannvro vroadel » ? Setu ar pezh en deus displeget Attila Dabis, ezel eus ar minorelezh ungareger Szegler e Romania : ur vroad perzhioù yezhel ha sevenadurel dibar dezhi hep kaout he stad dezhi. Ez ofisiel eo bet degemeret an termen-se gant Komision Europa, pezh a dalv e c'hello diwar-vremañ tud ar broioù-se goulenn e vefe gwarantet gwirioù dezho dre lezenn. Fellout a ra da Attila e vefe sinet gant ar brasañ niver dre Europa a-bezh ar petision-mañ, a vo kaset 'benn ar miz Mae da Gomision Europa
■