Kafedi Istor - "Galloudoù ha kevredigezh lec’hel er Grennamzer goshañ e Breizh (6vet-10vet kantv

Agenda publié le 12/01/20 19:55 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/49/49843/49843_1.png
Pouev Taole er Grennamzer goshañ

Kafedi Istor : «Galloudoù ha kevredigezh lec’hel er Grennamzer goshañ e Breizh (6vet-10vet kantved)» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 18 a viz Genver 2020, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude bezañ studiet Istor «bras» Breizh, gwelet eus ar c’hrec’h, politikel dreist-holl (renadoù politikel, ensavadurioù, brezelioù…), eus he derou (5vet/6vet kantved) betel 1790, e tistromp hevlene da zerou Breizh da studiañ er wech-mañ, gwelet eus an traoñ, buhez ar Vrezhoned e Breizh war ur skeul al lec’helañ ar muiañ (galloudoù lec’hel, buhez pemdeziek…)

Kregiñ a raimp neuze gant diazidigezh ar Vrezhoned e gwalarn Galia er 5vet/6vet kantved : petore frammoù lec’hel a lakjont en o flamm ? Penaos en em aozjont ? Petra a voe o buhez pemdeziek ? Petra a c’hallomp deskiñ gant an anvioù-lec’h ? Piv a bec’henne an douar ? Petra oa dezvad hiniennel an dud… ? Piv oa sternerion ar c’hevredigezhioù lec’hel ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?