Kraou Kemper : erru eo ar Vajed !

Chronique publié le 8/01/20 23:25 dans Langues de Bretagne par J-L Le Floc\'h pour ABP
t:5
https://abp.bzh/thumbs/49/49818/49818_1.jpg
Iliz-Veur Kemper, Majed er c'hraoù (genver 2020). Quimper
https://abp.bzh/thumbs/49/49818/49818_2.jpg
Iliz-Veur Kemper, Majed er c'hraoù (genver 2020). Quimper
https://abp.bzh/thumbs/49/49818/49818_3.jpg
Iliz-Veur Kemper, Majed er c\'hraoù (genver 2020). Quimper
https://abp.bzh/thumbs/49/49818/49818_4.jpg
Iliz-Veur Kemper, Majed er c'hraoù (genver 2020). Quimper
https://abp.bzh/thumbs/49/49818/49818_5.jpg
Iliz-Veur Kemper, Majed er c'hraoù (genver 2020). Quimper

Tri dudenn zo erruet er c’hraoù nevez zo! Anavezet mat int gant ar vugale lipous (ar re o deus gwelet ur c’hraoù, d’an nebeutañ), rak amzer «gwastell pe galetezenn ar roueed» eo, menam,menam ! Hervez un hengoun deuet betek hirio, evit plijadur an holl ! An hengoun poblek en deus roet dezho añoioù, just a-walc’h : Melchior, Balthasar, Gaspar, ken sec’hedek e oa ar bobl (e grenn-amzer ?) da c’houzout muioc’h diwar o fenn. Evit gwir, ne ouiomp netra : na pet a vajed a oa nag o añv, anat deoc’h. Didalvoudus eo evit an istor.

Ha gouzout a ouzoc’h deus pelec’h e teu an istor-se ? Diwar ul levrig anvet Aviel Sant Mazhev, komposet ha skrivet (e gresianeg ? evit ar re a zo an hebraeg o yezh hag o sevenadur, war a lavarer) daou vil vloaz zo, hag e c’heller lenn en-e-barzh evit gouzout hirroc’h…

Majed ?

Evit gwir, « roueed » n’int ket, « majed » (Mz 2,1) ne lavaran ket. Forzh peseurt troidigezh (e galleg koulz ha e brezhoneg) e daolomp ur sell oute.

«Majed» ? «majed» ? Tud desket braz, lakomp. Tud binvidik a-walc’h evit don’t deus a-bell. Pennoù braz dieub, gouestl da zivizout mont en hent o-unan-penn betek ur vro estren, dianavezet gante.

Heñchoù henamzerel e bro ar Sav-Heol

Lod a zoñjo dezhe: mojennoù! Ne oa ket posubl, er mare kozhig-kozh mañ ! Ha koulskoude…Kaoud a ran soñj eus ur veaj er gouelec’h, e bro Jordania. Eno, edo ur seurt taolenn dibar, braz a-walc’h, damguzhet, e-touez ur strollad a reier…Dav eo anaoud al lec’h resis evit he dizoleiñ. Plad eo ha tresadennoù zo warni. Petra eo ? Ur gartenn eus ar c’hornig vro! Ya, diskouezet eo titouroù prisius warni: ar menezioù pouezusañ tro-war-dro, an hentoù mat da heul gant ar c’hameled…Rak ar c’hameled ne c’hellont ket mont forzh pelec’h. Koshoc’h a-galz evit amzer an Aviel eo, hervez kont. Eskemmoù kenwerzh a veze abaoe pell e broioù ar gouelec’h! Neuze, n’eo ket diaes kompren eo deuet ar Majed dre henchoù kenwerzh, kredapl braz.

Hag ar steredenn?

O unan-penn e oent a lavaren uhelloc’h? Hag ar steredenn? «Rak, gwelet hon-eus e steredenn e bro ar Sav-Heol» (Mz 2 ,2).

Ne vank ket a dud, tud a-vremañ, hag o deus klasket gouzout peseurt darvoud dispar a vije bet c’hoarvezet en oabl e mare ar vajed! En aner! Rak n’eo ket un afer a steredoniezh. Un tamm skiant prennet speredel eo, steredel n’eo ket. A-hend all e vije bet gwelet gant an holl, e pep lec’h, ar pezh ne oa ket.

Ha petra soñjal deus ur steredenn hag a chomfe a-sav a-us d’ul lec’h resis-kenañ! «Sous le soleil exactement» a gan ar barzh, brav (e galleg) , pe «dindan ar steredennig rik» neuze? N’eo ket e doare hon Doue mont a-enep an natur roet lañs dezhi gantañ, e deroù ar bed (pegoulz ha penaos eo bet c’hoarvezet deroù ar bed zo ur sujed all). Sklaer eo ne c’hellfe ket ur steredennig voutin bezañ gwelet gant ar Majed nemetken. Ha c’hoaz, diwellus eo e palez Herodez, ur muntrer, leun a wad e zaouarn, ur gwasker.

Erruet int betek Betleem a benn ar fin. Poent eo digeriñ o c’houfrouigou pe o zenzorioù.

E-barzh ar c’houfrouidigoù: aour, ezañs ha mir...

Tri danvez prisius zo: «aour, ezañs ha mir» (Mz 2,11). Kalzig pe nebeudig? Ne vez ket lâret en destenn e galleg. «Koufrouidigoù» a lâr an destenn vrezhonek hag a zo, kredapl braz, tostoc'h ouzh ar wirionez. Ur hir a veaj, skuizhus, arvarus un tamm. Ar profoù, ne rankfent ket bezañ pounner na braz kennebeut. Munut? Evel favenn ar galetezenn?

Petra eo pal ar profoù-se? Ar mir a vo implijet war ar c’halvar, a-enep poan ar gouli. An esañs a zo implijet evit enoriñ an dudenn santel. Mes an aour? Un danvez hep e bar, brav e liv, ral ha kuzhet e doñded an douar pe e stêrioù, diaes da gavout. Un danvez hag a dreuskas an amzer hep na vo distrujet. Danvez ar roueed...ar re a ren (ar Velgiz pe ar Vreizhiz-veur eo a c’hellfe lâvarout deomp petra a dalv ar gêr-se: ren). Kinniget eo an aour-se da «Roue ar Juzevien» (Mz 2,2). Ya, mes petra eo deuet da vezañ ar pezhig aour-se, pe ar boultrenn aour-se, da heul? Grik ebet!

Diwar-benn an aour hag an dieubidigezh: un istor a-vremañ

Soñj m’eus eus un tamm kaozeadenn, ouzh un daolenn goude koaniañ, e-kerz ur sizhunvezh Tro-Breiz, dek vloaz zo. Ur vaouez a vro-Kambodj en doa kontet din an avanturioù gouzañvet ganti evit tec’hout diouzh ar jahinerien, ha d’an alouberien en he bro (mare ar «c’hKhmered ruz»). Ganti e vabig. Hag un nebeud-nebeud a aour, kuzhet en he pezhioù-dilhad. Lakaet e oa bet hi da gentañ e-barzh ur c’hamp vroadel, heñvel ouzh un toull-bac'h, da lâret eo dañjer braz tro-dro dezhi. Ac’hano e oa hi deuet a-benn mont e-barzh ur c’hamp etrevroadel (rennet kevredigezhioù mod ONG pe frammoù an UN, m’eus ket soñj ken). Eno e oa savetet da vat ha mont kuit eus he bro evit mont da Europa. Dibosupl-krenn e seblante an hent-se nemet e c’hoarvezfe ur burzhud-mañ-burzhud bewech e vefe ret. Hag ivez nemet e vefe roet un nebeudig aourig, a lec’h da lec’h evit magañ ha mirout he bugelig ha me oar c’hoazh... Marteze ez eo an avañtur vrasañ bet kontet din, war-eeun, em buhez. Gwashoc’h evit filmoù ha levrioù zo...

Distroomp da Vetleem. E-pad pell en em c’houlennen: petra a dalveze an aour degaset gant ar Vajed, ha petra diwarnañ a-benn neuze? Ma voe miret diouzh ar maro ur vaouez hag he mabig bihan, splujet e-kreiz ur brezel-dispac’h, perak ne vije ket bet implijet war ar memes mod, daou vil vloaz a-raok, evit Josef, Mari hag ar Mabig Jezuz, evit tec’hout diouzh o bro hag o sikour bevañ en ur vro estren – Ejipt – e-pad ur prantad d’an nebeutañ? Petra a soñjfe deoc’h?

Ar Maj du e groc’hen

Distroomp da Gemper. Ar wech-kentañ eo e welan ar c’hraoù en iliz-veur. Ha pebezh souezhadenn, peseurt dudenn zo e-kreizig ar c’hraou, rik, etre Josef ha Mari, a-dreñv d’ar Mabig Jezuz? Ar Maj du e groc’hen! Mat, hervez an hengoun poblek unan eus an tri Maj a zo du, sañset. Mes e-kreizig ar c’hraou, e-tal-din, amañ ha bremañ! Soñjal a ra din en un den all, du e groc’hen, toullbac’het en tu all da Meurvor Atlantel. Dister-kenañ eo deuet da vezañ e yec’hed, ha braz eo e foanioù er mare-mañ. Nedeleg evitan, er bloaz-mañ? En ospital-toullbac’h, e-unan-penn, staget ouzh e wele. Distroet eo en e gellig, evit poent. Ma weloc’h ac’hanon lakaat ur penn-gouloù bihan e kornig-pedenn un iliz, na c’houlennit ket diganin evit piv eo. Mar plij. Evit ur mignon a-bell o strivañ evit e vuhez eo.

notenn: kaset eo bet dezhañ luc'hskeudenn gentañ ar pennad-mañ.

testennoù e brezhoneg

. Majed lec'hienn eskopti Kemper ha Leon (digant Aviel Sant Mazhev)

pennad kentañ (Nedeleg, miz Kerzu 2019)

. (voir notre article). Nedeleg e Kemper: pe trouz war an douar

MAJ 9/01/2020 (skrid)


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.