Al liammadurioù e brezhoneg - Ar Brezhoneg a gan 4

Annonce publié le 9/12/19 16:47 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/49/49427/49427_1.jpg
Al liammadurioù e brezhoneg, Ar brezhoneg a gan.
(434 vues)

Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h trede rann an abadenn nevez «https://www.brezhoweb.bzh/Brezhoneg-gan_344.html« target=»_Blank«>Ar Brezhoneg a gan», evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.

Pouezus eo al liammadurioù e brezhoneg, ha diwallit diouzh ar skritur, un toull-trap a c'hall bezañ ivez : «Pemp biz», «Hent bras», «Mat eo»...

An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Siberil, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.

Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn «https://www.brezhoweb.bzh/Liammaduriou-brezhoneg-gan_fiche_2466.html» target=«_Blank»>Brezhoweb, war You Tube ha war «https://www.facebook.com/watch/?v=1753849731413948» target=«_Blank»>Facebook.

Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant «Ar brezhoneg a gan» e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?