D’ar Sadorn 30 a viz Du e oa bet aozet ur vanifestadeg dirak ministrerezh an Deskadurezh Stad, e Pariz. Gant ar c’hannad breton Paul Molac e oa bet lañset an traoù, douget da c’houde gant ar strollad « Evit ma chomo bev hor yezhoù ».
Bretoned, Okitaned, Katalaned, Elzasianed, Korsed, Euskariz, tud eus bro Flañdr, bro Savoa hag an inizi tramor a oa er jeu. 500 a dud a zo bet bodet.
Evit ar wech kentañ e oa bodet teir chadenn tele e yezhoù minorelaet, «https://www.brezhoweb.bzh/» target=«_blank»>Brezhoweb evit ar brezhoneg, «https://www.octele.com/» target=«_blank»>ÒCtele evit an okitaneg, ha «https://kanaldude.eus/» target=«_blank»>Kanaldude evit an euskareg, evit kinnig deoc'h ar video-mañ !
■