An araogennoù e brezhoneg - Ar Brezhoneg a gan 3

Annonce publié le 26/11/19 11:46 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
(496 vues)

Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h trede rann an abadenn nevez «Ar Brezhoneg a gan», evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.

Pouezus eo an araogennoù e brezhoneg. Pokat d'ur plac'h peotramant d'ur paotr, a vez lâret. An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Sibéril, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.

Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn «https://www.brezhoweb.bzh/Araogennou-brezhoneg-brezhoneg-gan_fiche_2468.html» target=«_Blank»>Brezhoweb, war You Tube ha war «https://www.facebook.com/brezhoweb/posts/1200083356851007» target=«_Blank»>Facebook.

Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant «Ar brezhoneg a gan» e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?