Pa, ur gerig dister ? - Ar Brezhoneg a gan 2

Annonce publié le 18/11/19 11:04 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero

Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h eil rann an abadenn nevez «https://www.brezhoweb.bzh/Brezhoneg-gan_344.html« target=»_Blank«>Ar Brezhoneg a gan», evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.

«Pa» a seblant bezañ ur gerig dister, hag evit afer-se eo ur ger important e brezhoneg. An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Sibéril, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.

Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn «https://www.brezhoweb.bzh/Pa-gerig-dister-brezhoneg-gan_fiche_2469.html» target=«_Blank»>Brezhoweb, war You Tube ha war «https://www.facebook.com/watch/?v=550107825564356» target=«_Blank»>Facebook.

Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant «Ar brezhoneg a gan» e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?