Ar brezhoneg a gan : Un abadenn nevez war Brezhoweb !

Annonce publié le 12/11/19 12:01 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/49/49190/49190_1.jpg
Ar brezhoneg a gan, Brezhoweb.

Brezhoweb, ar «https://www.brezhoweb.bzh/» target=«_Blank»>chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a skign un abadenn nevez evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek. Ur rann nevez a vo skignet bep Lun, nemet e-pad ar vakañsoù.

Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant «Ar brezhoneg a gan» e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !

An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Sibéril, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.

E brezhoneg ne vez ket kontet evel ma vez graet e galleg. Peurliesañ e vez lakaet ar bihanañ niver da gomañs.

Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war «https://www.brezhoweb.bzh/Konta-brezhoneg-brezhoneg-gan_fiche_2467.html» target=«_Blank»>lec'hienn Brezhoweb, war You Tube ha war «https://www.facebook.com/watch/?v=459058728057615» target=«_Blank»>Facebook.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?