38vet Breizh a Gan

Agenda publié le 23/09/19 12:08 dans Culture par Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/48/48844/48844_1.jpg
Skritell 38vet Breizh a Gan

Lazoù-kanañ Liger-Atlantel ha kampioned enored

Kevread Kanomp Breizh, a gont e-touez e izili un neubeut strolladoù eus Liger-Atlantel. Ha remerket int gant o kalite hag o krouidigezhioù.

Les Choralines-Korholen a ro startijenn e Bro Gwenrann abaoe tregont vloazh, o lakaat ar c'han e brezhoneg da seniñ en-dro war ar gourenez. Laz-kanañ Anna Vreizh a zegas oberennoù barzhed meur Breizh (Naïg Rozmor, Youenn Gwernig, Anjela Duval…) war tonioù e renerezh diaraog, Yvonne Breizlly. O vezañ renet gant Bernard Quéméneur, eo bet kavet un energiezh eo fier ar strollad da rannañ gant an arvesterien.

E 2019, berzh a zo bet graet gant strolladoù ar vro e Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ, e eil rummad evel e rummad kentañ. Añvet eo bet Kan ar Vro Kampion eil rummad, ha pedet eo d'en em ginnig e rummad kentañ bloazh a zeu. Aber al Liger, kor bet diazezet nemet tri bloazh-zo, a zo deuet eil-kampion e rummad kentañ evit e kentañ gwech er rummad-se.

Eil lodenn an abadenn a-bez a vo evit Mouezh Paotred Breizh, bet trugarekaet er bloazh-mañ evit kalite o kan gant ur c'hwec'hvet titl Kampion Breizh ! Kalite ar yezh ha kalite ar sonerezh a zo gant strollad Jean-Marie Airault eus ar gwelllañ evit lakaat da vevañ tonioù hengounel ha tonioù a-vremañ.

PRATIQUE

Tarifs :

● 12€ en prévente via Kanomp Breizh ou achat : Billetterie à l’Office du Tourisme de Mesquer. Réservations au 02 40 42 64 37

Billets en vente : Fnac, Carrefour, Géant, Système U, Intermarché www.fnac.com – www.carrefour.fr– www.francebillet.com

● 14€ le jour même à la salle Artymès. Gratuit – de 12 ans.

Renseignements :

06 32 29 79 29 kanompbreizh@wanadoo.fr


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.