Un dresadenn-vev nevez evit an Distro-skol war Brezhoweb, Ar Yerigoù

Annonce publié le 12/09/19 9:40 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour BREZHOWEB
t:0

Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez e brezhoneg evit an distro-skol 2019. Skignet ‘vez div rann nevez bep Merc’her adalek ar Merc’her 4 a viz Gwengolo, 32 rann ‘zo etre tout, ha digoust eo ‘vel boaz. Ar rannoù a chomo enlinenn er VOD digoust e-pad un toullad sizhunvezhioù.

Ar Yerigoù

Ur vuhez dianavezet deomp zo er porzh-yer... ur bedig klok zoken ! Gouzout a oar mat Karmen ha Karmelito, hon harozed pluek, diouzh an dra-se ! Direnket eo buhez trankil o c’henseurted gant un darvoud dic’hortoz ? Ha setu int o lammat dreist mogerig ar porzh-yer, avel en o fluñv, da glask un diskoulm d’an afer. Asambles gant o mignon Maoutig an dañvad, en em gavont gant harozed dibluñv iskis mat o anvioù : Marie-Antoinette, Shakespeare...

C’hoarvezout a ra ganto koll un nebeut pluñv evel-just ! Met, a-drugarez d’an harozed dreist-ordinal en em gavont ganto, e teu a-benn ingal ar yerigoù da zegas ar peoc’h hag ar sioulder en dro d’ar porzh-yer !

Ar rannoù da welet war Brezhoweb :


Vos commentaires :
Jeudi 25 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.