Stal bzh: ul lec’hienn evit ar brezhoneg en ekonomiezh!

Communiqué de presse publié le 26/04/19 10:28 dans Langues de Bretagne par Kevredigezh Mignoned ar brezhoneg pour Mignoned ar brezhoneg
t:0

Ul lec’hienn internet nevez a zo war ziorren evit renabliñ an embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg. Un ostilh e vo evit kavout embregerezhioù, kevredigezhioù ha strollegezhioù hag a ginnig servijoù e brezhoneg, kement hag evit lakaat war wel intruduoù an dud a-vicher evit ar yezh. Gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg eo e vez douget ar raktres abaoe 2017.

Daoust ma ‘z eo bihan bed ar brezhoneg, n’eo ket anat atav gouzout ez eus embregerezhioù hag a ginnig o servijoù e brezhoneg tro-dro deomp. Kavout ur preti, un artizan, ul labourer-douar hag a ra gant ar brezhoneg, setu pal Stal.bzh. Un arload a vo kinniget ivez evit ma vo aes an ostilh da implij war kement benveg, poellgomzer pe tablezenn.

Meur a live brezhoneg

E meur a zoare ez eus tu ober gant ar brezhoneg evel-just. D’ul live arouezel, gant anvioù produioù e brezhoneg, pe o souten ur gevredigezh lec’hel, dre skrid, dre gomz pe en ur ober gant ar yezh evit mont en-dro an embregerezh. Resisaet e vo kement-se war al lec’hienn gant an embregerezhioù o-unan. D’ar Sadorn 8 a viz Even e vo lañset ez-ofisiel al lec’hienn da vat e Langoned, da vare Gouel Broadel ar brezhoneg.

Enskrivañ embregerezhioù

Enlinenn emañ rak-lec’hienn Stal.bzh: dija. Mod-se e c’hell an dud a-vicher krouiñ ur gont hag enskrivañ o embregerezh. Pedat ‘z eus bet ouzhpenn 1 000 embregerezh o deus ul liamm gant ar brezhoneg da lakaat o anv. Kant embregerezh o deus krouet ur gont dija. A-bep seurt micherioù a vo kavet: grafourien, labourerien-douar, levrdioù, tredanerien, arzourien…

Arc’hantaouiñ a-stroll

Harpet e vez ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg gant Unvaniezh Europa evit ar raktres Stal.bzh, dre ar programm FEDER . Mod-se e vez arc’hantaouet 50% eus an dispignoù. Met n’eo ket trawalc’h evit kas ar raktres da benn. Setu perak e vez lañset hiziv ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll dre al lec’hienn Kengo! Tizhout 5 000 € eo ar pal kentañ, evit ma vo tu lañsañ al lec’hienn Stal.bzh d’an 8 a viz Even. Ma vo tizhet ar pal-se e vo klasket rastellat 10 000€ evit an arload Stal.bzh ivez, evit ma c’hello pep hini kavout en un doare aes gant ur poellgomzer stalioù a ra gant ar brezhoneg tro-dro dezhañ!

Ar pal zo dont a-benn da lañsañ Stal.bzh d'an 8 a viz Even, e-pad Gouel Broadel ar Brezhoneg:

Evit harpañ Stal.bzh:


Vos commentaires :
Mercredi 8 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.